Lavarenn
Er yezhoniezh e vez implijet an termen lavarenn (saoz.: clause) evit komz eus ur ger pe un heuliad gerioù ennañ peurliesañ ur rener hag ur prezegad.
E yezhoù zo, anvet "yezhoù Amrenererel",e c'heller sevel lavarennoù hep rener ebet atav pe e degouezhioù kevreadurezhel resis.
Disheñvel eo lavarennoù diouzh rannfrazennoù hervez ar yezhadur hengounel dre ma saver ul lavarenn gant ur verb termen mui ar rener a glot gantañ keit ha ma kaver en ur rannfrazenn pe ur verb pe ur rener met n'o c'haver ket o-daou a-gevret, da skouer :
- Frazenn gevrennek
- "Ne ouien ket en doa redet ar c'hi a-dreuz an ti"
- Lavarennoù
- "Ne ouien ket"
- "en doa redet ar c'hi a-dreuz an ti"
- rannfrazennoù
- "Ne ouien ket" (frazenn verb
- "en doa redet" (frazenn verb)
- "a-dreuz an ti" (frazenn araogennek)
N'eo ket ken stank all avat an diforc'h etre lavarennoù ha rannfrazennoù hervez ar yezhoniezh a-vremañ dre ma anzav e c'heller sevel lavarennoù didermen, da lâret eo diazezet war ur verb didermen.
Rummataet e vez al lavarennoù evel lavarennoù emren (pe "pennlavarennoù") diouzh un tu ha lavarennoù stag pe islavarennoù diouzh an tu all hervez ma c'hellont bezañ implijet o-unan penn hepmuiken evel frazennoù peurglok ha reizh hervez reolennoù kevreadurezhel yezhadur ar yezh-mañ'r-yezh pe get.