Verb termen
Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb termen (saoz.: finite verb) evit komz eus ur verb displeget evit merkañ ar gour hag an amzer hervez reolennoù yezhadur ar yezh-mañ'r-yezh.
Implijet a c'hell bezañ verboù termen evit sevel lavarennoù dizalc'h (pe pennlavarennoù) hag a dalvez dreze o-unan evel frazennoù klok hepmuiken.
En darn vrasañ eus ar yezhoù indezeuropek e rank pep frazenn pe lavarenn reizh e-keñver ar yezhadur bezañ enne ur verb termen, tra ma vez graet rannfrazennoù eus tammoù frazennoù hep ur verb termen enne. E latin hag un nebeud yezhoù romanek hag ivez e brezhoneg ha kembraeg avat, ez eus un nebeud gerioù arbennik a c'hall bezañ implijet evit sevel frazennoù diverb, keñveriit da skouer:
- brezhoneg: setu
- kembraeg: dyma, dyna
- latin: ecce
- italianeg ecco
- portugaleg eis
- galizeg: velaquí, velaí
- galleg voici, voilà
ha:
- saozneg: here is, there is
E meur a yezh, ar brezhoneg hag an darn vrasañ eus yezhoù all Europa en o zouez, ez eo termen ur verb bennak nemet e doareoù (pe "modoù") resis, da skouer:
- an doare dikuliañ;
- an doare gourc'hemenn;
- an doare sujañ.
Diouzh an tu all avat eo didermen stummoù all ar verboù, da skouer:
- an anv-verb;
- an anv-gwan-verb (saoz. past participle) hag ar stumm-ober (saoz. present participle);
- stumm-ambroug (saoz. gerund) hag an adverb-verb (saoz. gerundive)