Rannfrazenn
Er yezhoniezh e vez implijet an termen rannfrazenn pe sintagm (saoz: phrase) evit komz eus ur strollad gerioù gante un arc'hwel nemetañ e-keñver framm kevreadurezhel ur frazenn hervez perzhioù yezhadurel penn ar rannfrazenn, da skouer:
- Rannfrazenn anv:
- an ti e fin ar straed
Ur rannfrazenn anv eo hounnezh dre m'he deus un anv-kadarn da benn hag en em derc'hel a ra neuze ar rannfrazenn-mañ evel un anv e-keñver kevreadurezh ur frazenn, da skouer gallout a ra talvezout da rener ur frazenn ha gallout a ra bezañ lakaet ur raganv en he flas.
E yezhoù zo, ar galleg hag ar spagnoleg, e c'heller sevel frazennoù dibenn, keñveriit da skouer :
- Rannfrazennoù anv dibenn
- Spagnoleg
- Me gusta la Ø verde
- Galleg
- J'aime la Ø verte
- Spagnoleg
Er frazennoù-mañ e talvez ar ger-mell + anv-gwan ("la verde" / "la verte") da rannfrazenn anv ha prezegad ar frazenn, da lâret eo amañ renadenn eeun ar verb.
E brezhoneg hag e saozneg n'haller ket sevel rannfrazennoù dibenn a-seurt-se hag ur rannfrazenn anv a rank kaout da benn anezhañ un anv pe ur raganv atav, da skouer
- Rannfrazenn anv gant ur penn ret
- Saozneg
- I like the green one
- Brezhoneg
- Me 'gav mat an hini c'hlas
- Saozneg
Rummataet e vez ar rannfrazennoù hervez bep o fenn:
- Rannfrazenn araogennek : ganti un araogenn da benn anezhi, da skouer:
- en tu all d'ar straed
Rannfrazennoù lerc'hennek a vez graet eus ar rannfrazennoù kevatal savet gant lerc'hennoù.
- Rannfrazenn anv : ganti un anv-kadarn da benn anezhi, da skouer:
- Ar c'hazh du
- Ar c'hazh war an doenn
- Rannfrazenn verb : ganti un anv-kadarn da benn anezhi, da skouer:
- O lenn emañ
- Lammit!
- Rannfrazenn anv-gwan : ganti un anv-gwan da benn anezhi, da skouer:
- Leun a dud
- Rannfrazenn adverb : ganti un adverb da benn anezhi, da skouer:
- aketus-tre « Hen ober a ra aketus-tre »