Kenurzhierezh (yezhoniezh)

War dachenn ar yezhoniezh hag ar yezhadur dreist-holl e implijer an termen kenurzhierezh pe kenlavarenniñ (e saozneg: coordination) evit komz eus savadennoù kevrennek ma vez liammet daou gedrann pe muioc'h (frazennoù, rannfrazennoù...) an eil re ouzh ar re all.

Graet e vez "kenlavarennoù" (saoz. conjunct pe conjoin) eus pep kedrann ha peurliesañ ez eus perzhioù yezhoniezh boutin kenetreze, da skouer an hevelep rummenn yezhadurel, an hevelep karg semantikel, h.a. pa vezont staget an eil ouzh egile dre o c'henurzhiañ e kaver er savadenn kenurzhiet an hevelep perzhioù-se daoust ha ma c'hell bezañ ouzhpennet perzhioù nevez ivez, da skouer al liesterded.

Alies e vez staget pep kedrann ouzh egile gant stagelloù, met n'eo ket ret atav. Hervez an niver a stagelloù implijet evit kenurzhiañ ar c'hedrannoù e vez graet "amsindetek" (stagell ebet) pe "liessintedek" anezhe.

Disheñvel eo ar c'hensurzhiañ diouzh an islavarenniñ, dre m'az eo hipotaksel ar re diwezhañ-se, da lâret eo eo disheñvel ha/pe dizingal kefridi pep kedrann.

Gwelit ivez: kemmañ