Anna Yaroslavna (ukraineg : А́нна Яросла́вна ; ~ 1025 – Etre 1075 ha 1089), lesanvet Anna Kyiv a-wechoù, a oa ur briñsez eus Rous Kyiv hag a droas da rouanez ar Franked dre he dimeziñ gant Herri Iañ, roue ar Franked, e 1051.
Rejantez e voe e-pad bugaleaj he mab Fulup adalek marv he fried e 1060 betek he eil dimeziñ, bloaz pe zaou war-lerc'h, gant Raoul IV Valois (~ 1025 – 1074). Ganti e voe diazezet abati Saint-Vincent Senlis e 1065.

Anna Yaroslavna

Rouanez ar Franked
19 Mae 10514 Eost 1060
En he raok Matilda Friz
War he lerc'h Bertha Holland

Ganedigezh ~ 1025[1]
Marv Etre 1075 ha 1089[1]

Tierniezh Ryourik (Рюрик)
Tad Yaroslav Iañ ar Fur
Mamm Ingegerd Olofsdotter Sveden

Priedoù Herri Iañ ar Franked
Raoul IV Valois
Bugale Fulup Iañ
Robert
Hugues Ier de Vermandois

Ganet e voe e-tro 1025 gant he mamm Ingegerd Olofsdotter Sveden (Sveden 1001Kyiv, 1050), eil pried Yaroslav Iañ ar Fur (~ 9781054), priñs meur Kyiv ha Novgorod.

C'hoar Ellisiv Kyiv, rouanez Norvegia, e oa Anna. Ur c'hoar all dezhi, Anastasia Kyiv, a voe rouanez Hungaria.

E dibenn ar bloavezhioù 1040 e voe boulc'het ar c'hevraouiñ evit he dimeziñ da roue ar Franked, a oa o klask ur pried a-c'houde marv e wreg Matilda Friz e 1044 ha hini o bugel nemetañ. Ezhomm bras ag un hêr en doa neuze, ha ne c'helle ket dimeziñ en e familh, nag a-dost nag a-bell abalamour da reolenn an Iliz.[2] Anavezet e oa priñselezh Rous Kyiv gant ar Franked, rak meur a vugel da Yaroslav ar Fur a oa bet dimezet da renerien er C'hornôg, pa glaske skañvaat pouez Impalaerezh Bizantion.[3] Dav e voe da Anna deskiñ un tamm galleg neuze.[4]
E dibenn 1049 pe e deroù 1050 e voe kaset un eskob gant roue ar Franked da lez ar priñs Yaroslav, hag Anna a guitaas Kyiv gant "profoù meur" en eil hanterenn 1050 da vont da Reims.[3]

D'an 19 a viz Mae 1051 e voe an eured, da geñver ar Pantekost. Diouzhtu goude a voe kurunennet Anna Yaroslavna da rouanez ar Franked ; ar rouanez kentañ e voe o vezañ kurunennet en iliz-veur Reims.[3]
Nav bloaz e padas an dimez, betek marv Herri e 1060 ; tri mab o doe : Fulup (1052-1108), Robert (1054-1063) ha Hugues (1057-1101). Ur verc'h anvet Emma o dije bet e-tro 1055, met nebeut a ouzer diwar he fenn[3] ; marteze e oa ar verc'h-se ar santez Edigna (~ 1055 - 1109).[3]

 
Teul Soissons

Goude marv he fried d'ar 4 a viz Eost 1060 e voe lakaet Fulup war an tron ; peogwir ne oa he mab nemet 8 vloaz ez anvas Anna Baudouin V Flandrez (~ 1012-1067), breur-kaer Herri, da ward ar roue yaouank, met rejantez de facto e voe Anna Yaroslavna rak he sinadur a gaver war teulioù ofisiel peder gwech aliesoc'h eget hini Baudouin.
Eus ar mare-se e teu sinadur ar rouanez Anna nemetañ a zo deuet betek ennomp, war un garta skrivet e Soissons a-zivout abati Saint-Crépin-le-Grand ; dindan arouez ar roue e tresas Anna ur groaz hag e sinas Ana reina e lizherennoù kirillek. N'eus roud ebet ken eus he ferzh en aferioù ar rouantezh adalek 1061, da vare e eil dimeziñ.[3]

Da Raoul IV Valois ez addimezas Anna Yaroslavna, gant meur a gudenn evelato : kenderv da Herri e oa Raoul ; ne oa ket c'hoazh torret e zimez gant Haquenez Montdidier. Abalamour da gement-se e voe douget an eskumunugenn outañ gant ar pab Aleksandr II. E 1074 e varvas Raoul, hag intañvez e voe Anna ur wezh ouzhpenn.[3]

Den ne oar resis pegoulz e varvas Anna Kyiv  ; e 1075 e sinas an diell ziwezhañ a zo deuet betek ennomp, hag en un teul sinet gant he mab Fulup e 1089 ez eus skrivet e oa marvet Anna dija[4] ; bep 5 a viz Gwengolo e vez lidet Anna e Senlis.

Mammennoù

kemmañ
  • (en) Gregorovich, Andrew. Anna Yaroslavna, Queen of France & Princess of Ukraine. Toronto : Forum, 2011 (ISBN 978-0-921537-81-6)
  • (fr) Delorme, Philippe. Anne de Kiev – Une reine de France venue d'Ukraine. Paris : Pygmalion, 2015 (ISBN 978-2-7564-1489-8)

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (ru) Polovtsev, Alexandre Alexandrovitch. Русский биографический словарь / Rusian biographical dictionary. Sankt-Peterbourg, 1900, Levrenn 2, p. 193. Kavet : 26/02/2022.
  2. (fr) Duby, Georges. Le Moyen-Äge – 987-1460. Paris : Fayard, 2011 (ISBN 978-2-8185-0156-6)
  3. 3,0 3,1 3,2 3,3 3,4 3,5 ha3,6 P. Delorme, 2015.
  4. 4,0 ha4,1 A. Gregorovich, 2011.