Anv ar rozenn (film, 1986)

film sevenet gant Jean-Jacques Annaud

Anv ar rozenn a zo ur film istorel kenbroduet etre Bro-C'hall, Italia ha Bro Alamagn, sevenet gant Jean-Jacques Annaud, deuet er-maez e 1986. Azasaet eo bet ar film diwar ar romant skrivet gant Umberto Eco e 1960, kontañ a ra istor ur manac'h, Guillaume de Baskerville, o kas da benn un enklask e-barzh ur manati evit kompren abalamour da betra ez eus menec'h o vervel[1].

Ar film en deus gounezet Cesar ar gwellañ film estren e 1987, ha resevet gantañ meur a briz e festivalioù all : gwellañ aktour (Sean Connery) er Deutscher Filmpreis e 1987 hag er BAFTA Awards e 1988, gwellañ pintañ ha kinklañ, gwellañ skeudenn ha gwellañ renann arzel.

E 1327, en un abati ‘mod sant Benead, ez eus menec’h o vont diwar wel. Guillaume de Baskerville, ur Frañsezad, gant skoazell Adso von Melk, a zo war an enklask.

Evezhiadennoù

kemmañ

Advouezhiet e oa bet ar film e brezhoneg e 2024 gant Dizale ha skignet war Brezhoweb gant istitloù e brezhoneg hag e galleg[2].

Fichenn deknikel

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Florent Grouin, Deiziataer sevenadurel miz Genver 2025 : Film Anv ar Rozenn, Brezhoweb, d'an 3 a viz Genver 2025
  2. (fr) Vous avez déjà entendu Sean Connery parler breton ? Découvrez Le Nom de la Rose doublé dans cette langue !, Allo Ciné, d'ar 1añ a viz Genver 2025

Liammoù diavaez

kemmañ