Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn inizi Breizh hag ar Mor Bihan ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ar Bladig
Anv(ioù) all Er Bladig
Anv gallek Île de Pladic, Pladic
Geografiezh
Enezeg Inizi Mor Bihan Gwened
Lec'hiadur Mor Bihan (Pleg-mor Gwaskogn)
Daveennoù lec'hiañ 47° 34′ 21″ N, 2° 45′ 17″ K
Gorread 0,557 ha
Geologiezh Enez kevandirel
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro hengounel Bro-Gwened Bro-Gwened
Departamant Mor-Bihan
Kumunioù Sant-Armael
Poblañs
Poblañs 0 ann.
Titouroù all
Gwerzhid-eur UTC+01:00

Ar Bladig, skrivet Er Bladig ivez[1], a zo un enezennig er Mor Bihan, stag ouzh kumun Sant-Armael, e departamant ar Mor-Bihan hag e Bro-Gwened. Emañ 450 m er mervent da Velaeron, 650 m er biz da garreg Penn Bleiz ha 700 m er c'hornôg da garreg an Dervenneg.

Gwarez

kemmañ

Gwarezet eo Ar Bladig gant un diferad-prefed evit gwareziñ ar biotopoù[2] abaoe an 12 a viz Genver 1982, ar pezh a zo a-bouez bras evit gwarez spesadoù an enezenn.

Difennet eo dilestrañ warni etre ar 15 a viz Ebrel hag ar 31 a viz Eost.

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. "Ar Bladig" war KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
  2. Troidigezh "arrêté préfectoral de protection de biotopes" e brezhoneg hervez TermOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.