Judgment Day (brezhoneg: ar Varn ziwezhañ), berraet e J-Day, zo un termenadur implijet e bed ar frañchiz Terminator evit ober anv eus an devezh ma'z eo deuet Skynet (un urzhiataer) da vezañ emren hag a voe kroget gantañ da lazhadegañ Mab-den en ur bannañ misiloù nukleel war Amerika, Rusia hag ar bed dre vras. Tri miliard a dud a voe lazhet war an taol.

Judgment Day
Tarzhadenn nukleel war ur gêr, sell arzel.
Distrujoù e Nagasaki
John Martin, taolenn The Destruction of Sodom and Gomorrah, 1852

Sarah Connor eo ar vaouez kentañ he dije bet klevet komz eus an darvoud-se e 1984 dre Kyle Reese, ur soudard deuet eus an amzer da zont evit difenn anezhi rak ur robot lazher Terminator.

Deiziad

kemmañ

An deiziadoù a gemm hervez obererezhioù ar Rezistañs denel o veajiñ en amzer evit klask paouez gant ar Varn ziwezhañ a-raok ma vefe anezhañ. Ne ra forzh obererezhioù ar Rezistañs denel ar brezel nukleel a vez ha Skynet a grog ur brezel garv a-enep an holl denelezh.

  • 1997 (Terminator 2: Judgment Day): Ar wech kentañ ma vez embannet un deiziad resis d'an Deiz roet eo gant Sarah Connor hag an Terminator T-800 eo an 29 a viz Eost 1997. Ar rouedad difennerezh stadunanat Skynet a zo deuet da vezañ emren da 2:14 goude merenn, enaouet e oa bet d'ar 4 a viz Eost 1997. Kroget e vez gant ar rouedad difenn da bannañ misiloù nukleel war Rusia hag a seblant bezañ bet graet ar memes-tra o kregiñ ur brezel nukleel.
 
An Apokalips taolenn gant Albert Goodwin e 1903