''Ar Vro'', istitlet Gwirionez, a oa ur gelaouenn vreizhek enni pennadoù e galleg dreist-holl gant un nebeud re e brezhoneg, embannet etre 1959 ha 1967.

Daou rummad a voe : an hini kentañ, renet gant Per Denez, a voe 36 niverenn ennañ etre 1959 ha 1966 ; hag an eil, dindan renerezh Fant Rozeg-Meavenn, a voe 6 niverenn ennañ e 1966 ha 1967. Yann Desbordes e oa an teñzorer, evit an daou rummad.

Er gelaouenn e veze kavet pennadoù diwar-benn Breizh hag an emsav breizhek ha diwar-benn broioù bihan all, sinet gant anvioù-pluenn alies hag ivez gant anvioù evel Per Denez, Guy Étienne, Meavenn, Youenn Olier, Yann Fouere, Yann Kerlann, Xavier Grall... E meur a bennad e rendaeler ouzh aduidi an doare-skrivañ falc'hunek.

Ehanet e voe da embann ar gelaouenn dre abegoù arc'hant, pa lenner en niverenn ziwezhañ (4-5, 1967), en un "notenn gant ar renerezh" : "Pour des raisons purement financières (...) nous nous voyons obligés de terminer avec le présent numéro la nouvelle série d'Ar Vro iaugurée en juin 1966".

Liamm diavaez

kemmañ