Arberecheg
Ur yezh indez-europek eus skourr ar yezhoù albanek eo an Arberecheg (arberecheg: Arbërëshë) hag a vez komzet e su Italia e kerioù ha keriadennoù bet diazezet gant repuidi albanek tec'het kuit eus o bro en XVvet kantved. N'eo ket anavezet evel yezh ofisiel nemet e kumun Hora e Arbëreshëvet (italianeg: Piana degli Albanesi) e Sikilia. En XXvet kantved ez eo bet dilezet ar yezh gant al lodenn vrasañ eus Albaned Italia: ne vane nemet 80 000 arberecheger diwar 300 000 e 1978.
Arberecheg (Arbërëshë) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Italia |
Rannved : | Apulia, Kalabria, Basilikata, Sikilia |
Komzet gant : | 80 000 |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Indez-Europek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Hora e Arbëreshëvet (Piana degli Albanesi), Sikilia |
Akademiezh : | hini ebet |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | sq |
ISO 639-2 | alb/sqi |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | AAE |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |