Ariane Ascaride, bet ganet d'an 10 a viz Here 1954 e Marselha (Bouches-du-Rhône, Bro-C'hall), a zo un aktourez (c'hoariva, skinwel ha sinema) c'hall. C'hoar eo d'an aktour ha d'al leurenner Pierre Ascaride (1942-) ha d'ar skrivagner ha sokoliogour Gilles Ascaride (1947-).

Poltred Ariane Ascaride (2012).

Kejet he devoa gant Robert Guédiguian (1953-) e Skol-veur Ais de Provença er bloavezhioù 1970 tra ma oa-hi stourmerez en UNEF. Eurediñ a reas d'an den a sinema gall he deus kemeret perzh en un toullad mat (triwec'h diwar unan ha hanter-kant) a filmoù sevenet gantañ. En abeg da berzh fromus "Jeannette" he devoa dalc'het en unan eus e oberennoù — Marius et Jeannette[1] — e oa bet paket César ar gwellañ aktourez ganti e 1998.

He fezhioù-c'hoari kemmañ

War al lec'hienn Les Archives du Spectacle.

 
Ariane Ascaride, luc'hskeudennet e Canas e 2001.

He filmoù er sinema kemmañ

1976-1979 : daou film kemmañ

1980-1989 : c'hwec'h film (eizh en holl) kemmañ

1990-1999 : pevarzek film (daou warn-ugent en holl) kemmañ

2000-2009 : naontek film (unan ha daou-ugent en holl) kemmañ

2010-2016 : dek film (unan ha hanter-kant en holl) kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Bet dalc'het perzh "Marius" gant Gérard Meylan (1952-), un aktour all e-touez aktourien voas Robert Guédiguian.
  2. Bet savet ar senario anezhañ ganti, a-gevret gant he gwaz ha Marie Desplechin (1959-).