L'Armée du crime
L'Armée du crime zo ur film gallek, sevenet gant ar filmaozour gall Robert Guédiguian e 2009.
C'hwezekvet film gant Guédiguian e oa, deuet e-maez war-lerc'h Lady Jane (miz C'hwevrer 2008) hag a-raok Les Neiges du Kilimandjaro (miz Mae 2011).
Peuzheñvel eo danvez L'Armée du crime ouzh hini L'Affiche rouge, ur film gallek all kaset da benn kent gant Frank Cassenti (1945-) ha deuet e-maez e miz Here 1976 : istor gwir ar strollad harzerien gomunour[1] Manouchian e-pad an Eil Brezel-bed. Klotañ a ra titl ar film gant gerioù — DES LIBÉRATEURS ? LA LIBÉRATION PAR L'ARMÉE DU CRIME ! — ar skritell bropaganda ruz al liv anezhi a oa bet peget ouzh mogerioù Bro-C'hall gant an Ac'huberien nazi da-heul o lazhidigezh e kreñvlec'h Mont Valérien (d'an 21 a viz C'hwevrer 1944).
Fichenn deknikel
kemmañ- Doare : Drama, Istorel
- Skoazeller-sevener : Jean-Christophe Delpias,
- Senario : Robert Guédigian, Serge Le Péron ha Gilles Taurand (diwar e vennozh orin),
- Divizoù : Gilles Taurand,
- Kevredadoù produiñ : Agat Films & Cie, France 3 Cinéma ha StudioCanal,
- Rener produiñ : Malek Hamzaoui,
- Produourien : Dominique Barneaud ha Marc Bordure,
- Kevredad dasparzhañ : StudioCanal,
- Rener ar skeudenniñ : Pierre Milon,
- Ijinour ar son : Laurent Lafran,
- Aozer ar sonerezh orin : Alexandre Desplat,
- Kinklour : Michel Vandestien,
- Dilhataerezed : Christel Birot ha Juliette Chanaud,
- Farderez : Mayté Alonso,
- Perukenner : Jimmy Springard,
- Frammer : Bernard Sasia,
- Prantad filmañ :,
- Lec'hioù filmañ : Pariz,
- Deiziadoù dont e-maez : 17 a viz Mae (Canas[2], Bro-C'hall), 16 a viz Gwengolo 2009 (Bro-C'hall a-bezh),
- Padelezh : 139'.
An danvez
kemmañE kêr Bariz, ac'hubet gant al lu alaman, e-pad an Eil Brezel-bed. Kemer a ra Missak Manouchian penn ur strollad harzerien a bep broadelezhioù hag a gase da benn gwalldaolioù ouzh an ofiserien nazi hag ar genlabourerien c'hall, hep na vije doujet da reolennoù eeun ar surentez betek neuze... Daoust ma tisplij kalz d'an harluad armeniat lazhañ e vo-eñ rediet d'ober kañvoù d'e uhelvennadoù koulskoude.
Frouezhus e vo enklaskoù ha strivoù ar polis Pujol a-benn ar fin ha lakaet harz war ar strollad en e bezh e miz Here 1943 : boureviet ha fuzuilhet e vo an holl da-heul ur brizhprosez...
Roll ar gomedianed
kemmañ- Simon Abkarian : Missak Manouchian (1906-1944),
- Virginie Ledoyen : Mélinée Manouchian (1913-1989),
- Robinson Stévenin : Marcel Rayman (1923-1944),
- Grégoire Leprince-Ringuet : Thomas Elek (1924-1944),
- Lola Naymark : Monique Stern,
- Adrien Jolivet : Henri Krasucki (1924-2003),
- Yann Trégouët : an aotrou komiser David,
- Ariane Ascaride : an itron Elek,
- Garance Mazureck : Marthe Elek,
- Yann Loubatière : Bola Elek,
- Jean-Pierre Darroussin : an aotrou ensellour Pujol,
- Pascal Cervo : an aotrou ensellour Bourlier,
- Ivan Franek : Feri Boczov (1905-1944),
- Horaţiu Mălăele : an aotrou Dupont,
- Mirza Halilovic : Petra,
- Christina Galstian Agooudjian : Knar Aznavourian,
- Olga Legrand : Olga Bancic (1912-1944),
- Alexandru Potocean : Alexandre, gwaz Olga,
- Esteban Carvajal Alegria : Narek Tavkorian,
- Léopold Szabatura : Simon Rayman,
- Paula Klein : an itron Rayman,
- Boris Bergman : an aotrou Rayman,
- Georges Babluani : Patriciu,
- Miguel Ferreira : Celestino Alfonso (1916-1944),
- Pierre Niney : Henri Keltekian,
- Jürgen Genuit : Raffenbach,
- Jean-Claude Bourbault : Joseph Darnand (1897-1945),
- Wolfgang Pissors : an aotrou Stern,
- Jutta Vielhaber : an itron Stern,
- Maurice Durozier : an aotrou doktor Kaldjian,
- Yasmine Ghazarian : Cristina,
- Julien Bouanich : Saas,
- Xavier Hosten : Cristea,
- Rainer Sievert : an ofiser alaman e Cormeilles,
- Veronika Beiweis : an itron Frydman,
- Lola Accardi : ur vignonez d'an itron Frydman,
- Alain Gautré : an aotrou ensellour Barrachin,
- Bertrand Bossard : an aotrou ensellour Daime,
- Serge Avédikian : Micha Aznavourian,
- Pierre Banderet : Lucien Rottée,
- Lucas Belvaux : Joseph Epstein,
- Frédérique Bonnal : ar borzhierez,
- Patrick Bonnel : an aotrou Elek,
- Christine Brücher : ar venajerez,
- Alain Lenglet : ar rener-lise,
- Gérard Meylan : ar poliser harzer.