Mont Valérien
Ar Mont Valérien zo un duchenn 162 m e Bro-C'hall, er c'hornôg da Bariz, e tiriad kumun Suresnes en Hauts-de-Seine.
Eno ez eus ur c'hreñvlec'h bet savet e 1840-1846, ma voe fuzuilhet tremen mil rezistant ha gouestlad gant an nazied etre 1941 ha 1944. Ur c'hounlec'h zo bet savet e 1960, harp ouzh ar c'hreñvlec'h, da enoriñ an holl dud bet lazhet e-pad an Eil Brezel-bed.