Aristofanes

(Adkaset eus Aristofanos)
Aristofanes
Aristofanes
Bruskdelwenn Aristofanes (Mirdi an Ofisoù, Firenze)

Anv ganedigezh Aristofanes
Ganedigezh -450 - 455, demos Kidatene
Marv War-dro -385
Bro Hellaz Kozh
Oberer
Yezh skrivañ Henc'hresianeg, rannyezh Attike
Stummoù Komedi Kozh

Aristofanes (Ἀριστοφάνης Aristophánēs en henc'hresianeg) a oa ur barzh hag ur dramaour fentus en Henc'hres, er Vvet kantved kt JK. Ganet e oa bet e demos Kidatene war-dro 450 – 445 ha mont a reas da anaon e 385 kent JK. Emañ e oberennoù an darn vuiañ eus ar pezh a chom eus ar C’homedi Kozh, ha skrivet int bet e-pad Brezel ar Peloponnesos, dindan rennad Perikles. E-kerzh fin ar Vvet ha deroù ar IVvet kantvedoù kt JK, endra save soñjezonioù nevez ha cheñche ar vuhezegezh politikel ha sokial e kêr Aten, Aristofanes a ziklêrie dre e oberennoù farserezh ar bolitikerion demagog pe bartizanted ar brezel, hag ar sitoianed gwasket gant « ar reizhenn » (ar boazenn prosezañ).

Stagañ a reas da skrivañ pezhioù-c'hoari pa oa yaouank-kenañ. Gounit a reas brud gant daou bezh-c'hoari a zo kollet hiziv : an Daetalianed (427) ha Ar Vabilonianed (426). An daou bezh-c'hoari-se, hag an Akarnianed, ne oant ket bet c’hoariet dindan e anv gwirion, dre m’en doa aon an oberour rak an ersavioù ; daoust d’e evezhiegezh e risklas marteze ur prosez dirak Kuzul ar Pemp-Kant, goude bezañ c’hoariet ar Vabilonianed.

Oberennoù

kemmañ
 
Aristofanes, Ar Gleskered, Vaticanus graecus, 918.

Daoust da vezañ skrivet 44 fezh-c'hoari, hervez ar ouiziegion Aleksandria (35 pezh-c'hoari dibarel, 5 adstagadur, ha 4 ma n’eo ket sur eo Aristofanes an oberour), an darn vuiañ anezho zo bet kollet pe chomet e stumm fragmantoù. Nemet 11 anezho zo bet dalc’het a-bezh.

  • An Akarnianed (425), ma enebe ouzh ar gostezenn a-du gant ar brezel
  • Ar Varc'heien (424), ma skoe bazhadoù gant Kleon, an demagog galloudek
  • Ar C'hoabrennoù (423) ma rae goap ouzh Sokrates
  • Ar Gwesped (422), ma rae al lu eus aozadur lezioù-barn kêr Aten hag ardoù ar varnerien
  • Ar peoc'h (421), pezh-c'hoari enep ar brezel, abegusoc’h c’hoazh eget an Akarnianed
  • An Evned (414), ma skoe taer gant an utopiezhioù politikel ha kevredigezhel
  • Lysistrata (411), ma yae betek an diskiant gant un emgann utopiezhel etre ar baotred hag ar maouezed, en ur ebebiñ adarre ouzh ar brezel
  • An Tesmoforied (411), flemmskrid savet a-enep Euripides ha maouezgasoni e bezhioù-c’hoari
  • Ar Gleskered (405), flemmskrid all a-enep Euripides, ha diwar-benn diskar ar reuzc’hoariva henc’hresianek
  • Bodadeg ar Maouezed (392), ma rae goap ouzh utopiezh kevredigezhel ha politikel galloud ar maouezed
  • Ploutos (388), flemmskrid heñvel ouzh Bodadeg ar Maouezed e-keñver tem dizingladed ar pinvidigezhioù

Er skolioù

kemmañ

E-pad ar bloavezh skol 2019-2020, Ar Varc'heien ha Bodadeg ar Maouezed a oa bet dibabet diwar dem « An Deomkratelezh » evit ar c'hlasoù ragaozañ skiantel, e-kichen Diwar-benn an Demokratelezh en Amerika, gant Tocqueville, hag An Irienn a-enep Amerika, gant Philip Roth.

Sellout Ouzh

kemmañ