Arondisamant Felger-Gwitreg

arondisamant Bro-C'hall
(Adkaset eus Arondisamant Felger)
Arondisamant Felger-Gwitreg
Arondisamant Felger-Gwitreg
Lec'hiadur arondisamant Felger-Gwitreg e departamant Il-ha-Gwilen
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Rannvro Breizh
Departamant Il-ha-Gwilen
Kod arondisamant 35 1
Pennlec'h Felger
Stadegoù
Poblañs 186 228 ann. (2019)
Gorread 2 173,16 km²
Stankter 86 ann./km²
Adrannoù
Kumunioù 106

Arondisamant Felger-Gwitreg a zo anezhañ ur rann velestradurel eus Frañs, e departamant Il-ha-Gwilen hag e rannvro Breizh.

Arondisamant Felger-Gwitreg

kemmañ

Da-heul serridigezh un toullad mat a velestradurioù (Bank Frañs, skouadron archeriezh, renerezh EDF-GDF, renerezh Ar Post, kuzul an aferioù micher, lez-varn ensav...) ha dre ma'z eus re all en arvar (ospital, isprefeti, komiserdi polis) o doa goulennet maer Felger, Louis Feuvrier, ha kannad pastell-vro Felger, Thierry Benoit, soutenet gant kannad-maer Gwitreg, Pierre Méhaignerie, e vefe brasaet arondisamant Felger dre lakaat arondisamant kozh Gwitreg e-barzh[1] hag ivez e vefe kenstrollet an div lez-varn ensav e-lec'h serriñ anezho evit kreñvaat hini Roazhon.

Sinet e voe diferad-prefeti krouidigezh arondisamant Felger d'an 28 a viz Kerzu 2009[2]. Talvezout a ra ar grouidigezh-se abaoe ar 1 a viz Here 2010.

Kantonioù ha kumunioù

kemmañ

Betek 2016

kemmañ

Rannet e oa arondisamant Felger-Gwitreg e 12 kanton (betek 2014) ha 115 kumun :

Abaoe 2017

kemmañ

Adrannet e voe arondisamantoù Il-ha-Gwilen d'ar 1 a viz Genver 2017[3]. 106 kumun zo en arondisamant Felger-Gwitreg bremañ.

Daveoù

kemmañ
  1. (fr) Pennad war ma.ville.com
  2. ARRETE Portant modification des limites territoriales d’arrondissements de FOUGERES et RENNES du 28 décembre 2009
  3. (fr) Arrêté portant modification des limites territoriales des arrondissements d'Ille-et-Vilaine, Roazhon, 23 Kerzu 2016

Gwelet ivez

kemmañ