Arondisamantoù ar Mor-Bihan
Setu amañ prefeti hag isprefetioù ar Mor-Bihan :
Anv | Kêr-benn |
---|---|
Arondisamant Gwened | Gwened (prefeti) |
Arondisamant an Oriant | An Oriant (isprefeti) |
Arondisamant Pondi | Pondi (isprefeti) |
Istor
kemmañ- 1790 : krouet e voe departament ar Mor-Bihan gant 9 bann : An Alre, Ar Faoued, Gwened, Henbont, Josilin, Ploermael, Pondi, Roc'h-an-Argoed, Ar Roc'h-Bernez.
- 1795 : lamet e voe ar bannoù.
- 1800 : krouet e voe an arondisamantoù : Gwened, An Oriant, Ploermael, Pondi.
- 1926 : lamet e voe Arondisamant Ploermael.