Augustine Variot

Komunourez c'hall

Augustine Variot, ganet Augustine Mory d'ar 14 a viz Meurzh 1866 e Vic-des-Prés (Côte-d'Or) hag aet d'an Anaon d'ar 14 a viz C'hwevrer 1959 e Montrouge (Seine, Hauts-de-Seine), a oa un emsaverez komunour c'hall.

Augustine Variot e 1925.

Adalek ar Brezel-bed kentañ e voe ezel en SFIO hag e bodad-erounit Strollad ar maouezed sokialour (Groupe des femmes socialistes) ha kemer a reas perzh el luskad a-enep ar brezel.

E 1925 e voe dilennet e kuzul-kêr Malakoff (Seine) daoust ma ne c'halle ket ar maouezed bezañ dilennet.

Koun kemmañ

E 2003 e voe roet hec'h anv d'ur straed e kreiz-kêr Malakoff diwar atiz ar vaerez Catherine Margaté.

Pennadoù kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ