Joséphine Pencalet

Joséphine Pencalet
Joséphine Pencalet
Joséphine Pencalet pa oa 20 vloaz, e 1906.
Anv Joséphine Pencalet
Ganet 18 a viz Eost 1886
Douarnenez ( Breizh)
Marvet 13 a viz Gouere 1972
Douarnenez ( Breizh)

Joséphine Pencalet (pe Jozefin Penkaled hervez doare ar brezhoneg), ganet d'an 18 a viz Eost 1886 hag aet d'an Anaon d'an 13 a viz Gouere 1972 e Douarnenez, a oa ur vicherourez vreizhat. Kemer a reas perzh en emsavadeg ar pennoù-sardin e Douarnenez e 1924 ha dilennet e voe e kuzul-kêr Douarnenez war listenn ar Strollad Komunour e 1925.

Nullet e voe he dilennadur 6 miz a-c'houde, e miz Du 1925, gant Kuzul-stad Frañs dre ma ne c'halle ket ar merc'hed na votiñ na bezañ dilennet er Stad C'hall d'ar mare-se. Ar vaouez kentañ dilennet en ur c'huzul-kêr e Breizh hag e Frañs e voe Joséphine Pencalet.

Joséphine Pencalet a oa bet ganet en ur tiegezh pesketaerien. E Kemperle e oa bet skoliet pa oa bihan, en ur skol-lojañ gatolik, evel ma oa ar c'hiz evit merc'hedigoù Douarnenez d'ar mare-se. E 1908 e kuitaas Breizh evit eurediñ ha bevañ gant Léon Leray en Argenteuil, en desped d'he zud. Kostez Pariz e oa an dud nevez o labourat : matezh e oa Joséphine, ha paotr an hent-houarn e oa Léon. Eno ivez e voe flemmet he spered evit ar wech kentañ gant an ideoù komunour ha gant stourm ar vicherourien. E 1919 ez eas he gwaz da Anaon, aet gant terzhienn an tifoid. Joséphine a zivizas distreiñ da Zouarnenez gant he daou vugel, ganet e 1910 ha 1908, hag hi da vont da vicherourez e ti Chancerelle, ur fritur vras. Cheñchet ha kresket e oa kalz he c'hêr c'henidik gant ar sardineta hag ar friturioù : paotred Douarnenez a yae holl da besketa war vor, e-skoaz ar merc'hed bras ha bihan a yae da labourat d'ar friturioù. Ur vicher galet e oa hini ar micherourezed, ken start ha ma oa izel-izel o goproù. Abalamour da se e savas trouz hag en em savas labourerezed Douarnenez evit ma vefe kresket o goproù : emsavadeg ar pennoù-sardin e oa, etre miz Du 1924 ha miz Genver 1925. « Pemp real a vo ! » e oa ger-stur ar stourm a voe lod Joséphine Pencalet ennañ, hep ma vefe gouiet mat hiziv peseurt roll he deus kemeret en afer.

Un nebeud mizioù war-lerc'h ar manifestadegoù e oa aozet dilennadegoù-kêr, e Douarnenez evel e lec'h all e Frañs. Ar PCF, ar Strollad Komunour Gall, a glaskas enskrivañ merc'hed war e listennoù, daoust ma oa difennet outo mouezhiañ ha bezañ dilennet d'ar mare-se, abalamour da enebiezh ar Sened. Kement-mañ a oa bet goulennet groñs gant Sekretouriezh ar Merc'hed e Moskov, hag asantet erfin gant poellgor kreiz ar PCF p'en doa merzet ne oa netra a vire ouzh ar merc'hed da vont war ar renk : hervez al lezennoù gall e oa al listennoù da vezañ gwiriekaet goude an dilennadegoù, ha neket en o raok[1]. Joséphine Pencalet a vefe bet ar vaouez nemeti en em ginnigas e Douarnenez, daoust ma ne oa ket ezel eus ar strollad (ezel eus Sindikad ar Metaloù e oa bet avat, stag ouzh ar CGTU). 38 vloaz e oa da neuze. Lakaet e voe da bevare war listenn Daniel Le Flanchec, hennezh o tont a vaer. D'an 3 a viz Mae e oa an dilennadegoù, hag ar muiañ niver a yeas en deiz-se e Douarnenez gant « bloc'h micherour-peizant » ar PCF : 25 den dilennet diwar 27, en o zouez Joséphine Pencalet o doa votet 1283 faotr eviti. Evel-se e teuas da vezañ ar vaouez kentañ bet dilennet en ur c'huzul-kêr e Breizh hag e Frañs. Seizh plac'h a voe dilennet e lec'h all er bloavezh-se[2].

E-pad c'hwec'h miz e c'hallas Joséphine Pencalet kemer perzh e emvodoù ar c'huzul-kêr hag e bodad an aferioù skol ha yec'hed. E miz Gouere 1925 e voe nullet he respet gant Kuzul-prefed Penn-ar-Bed abalamour ma oa ur vaouez, hag hini Charles Tillon abalamour ma ne oa-eñ ket o chom e Douarnenez. Ober engalv a reas Joséphine neuze, met kadarnaet e voe an traoù da vat gant ar C'huzul-stad e miz Du 1925 : Pencalet n'he doa ket droed da vezañ dilennadez, hag hi da vont da vicherourez ordin a-nevez.

M'en doa brudet ar PCF ar fed e oa merc'hed war e listennoù ne reas ket trouz evit souten e zilennadezed. Gant se, hervez he zud kar, ma viras Joséphine Pencalet « he c'hredennoù politikel ha sokial » e oa « leun a c'hwervoni e-keñver ar sistem en doa implijet anezhi erfin ». Gwech ebet n'he doa votet goude se, betek he marv e 1972, hag aliañ a rae da chom hep votiñ zoken[3]. Evit an istorourez Fanny Bugnon ne felle ket dezhi bezañ lakaet da « den-arouez politik » hag anakronek e vefe « lakaat anezhi da feminist gant selloù kizidik a-vremañ »[4].

Pa voe studiet ha brudet istor sokial ar gumun e voe anavezet Joséphine Pencale erfin e Douarnenez, ha pelloc'h goude se. Ur vaouez arouezel eo deuet da vezañ tamm-ha-tamm, en desped dezhi marteze : ur Vretonez hag a rankas kuitaat he bro da vont d'ar gêr vras, ur vicherourez hag a vanifestas gant he c'henlabourerezed evit gounit o gwirioù, ur vaouez hag a stourmas war an dachenn bolitikel evit disentez ar merc'hed, pa n'o doa ket droed peuriñ warni, abalamour ma oa ar galloud gant paotred hepken.

Anvioù-lec'h hag oberennoù

kemmañ

Joséphine Pencalet zo bet roet hec'h anv da veur a straed e Breizh : e Douarnenez e 2006, met ivez e Kemper, Rieg, Pluguen, Karaez, Brest, Kraozon, Roazhon, Reuz, Egineg ha Naoned. Ur straed Joséphine Pencalet zo e departamant an Indre zoken, e le Poinçonnet, e-kichen Châteauroux.

Un añfiteatr a oa bet anvet diwarni gant skol-veur Roazhon 2 e 2019.

Ur vag-sardin a oa bet anvet Joséphine gant ar gevredigezh Treizour, eus Douarnenez, e 2022.

Un teulfilm e galleg zo bet savet diwar he fenn gant ar gazetennerez Anne Gouérou : « Joséphine Pencalet, une pionnière ».

Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ