1972 e Breizh
darvoudoù bloavezh 1972 e Breizh
Bloavezhioù | |
---|---|
../.. 1966 1967 1968 1969 1970 1971 - 1972 - 1973 1974 1975 1976 1977 1978 ../.. | |
Degadoù | |
1950 1960 - Bloavezhioù 1970 - 1980 | 1990
| |
Kantvedoù | |
XIXvet kantved - XXvet kantved - XXIvet kantved
| |
Kronologiezh dre gevandirioù | |
Afrika - Amerika - Azia - Europa - Okeania
| |
Kronologiezh dre demoù | |
Aernijerezh - Savouriezh - Kirri - BT Hentoù-houarn - Sinema - Mell-droad - Lennegezh Sonerezh - Yec'hed ha mezegiezh - Skiantoù - Sport | |
Kronologiezh vloaziek evit Breizh | |
1971 e Breizh - 1972 e Breizh - 1973 e Breizh |
Darvoudoù
kemmañ- miz Genver : krouet eo ar BAI (Bretagne Angleterre Irlande), ur gompagnuezh listri anvet bremañ Brittany Ferries, war atiz Alexis Gourvenneg, prezidant ar gevelouri labour-douar SICA eus Kastell-Paol, evit kas tramor marc'hadourezh labourerien-douar Breizh.
- 28 a viz C'hwevrer : sonadeg Alan Stivell e sal vras an Olympia, e Pariz. Goude-se e teuas ur bladenn er-maez, À l'Olympia, a voe gwerzhet ur milion hanter a skouerennoù anezhi.
- 28 a viz C'hwevrer : tan-gwall en iliz-veur Naoned.
- 13 a viz Meurzh-9 a viz Mae : harz-labour gant micherourien ar Joint Français e Sant-Brieg.
- 13 a viz Ebrel : lakaet eo kenkiz Francis Bouygues da darzhañ e Sant-Kouloum, e-kichen Sant-Maloù. Gant an FLB e vije bet graet an taol.
- 15 a viz Ebrel : 175 den zo harzet gant ar polis e Breizh, tamallet dezho bezañ izili eus an FLB. Trizek anezho a vo barnet.
- 15 a viz Mae : digoret eo pont Kerne, ur pont nevez war an Oded, etre Benoded ha Kombrid.
- 19 a viz Mae : ur priz zo roet e Cannes da René Vautier evit garedonañ e film Avoir vingt ans dans les Aurès.
- dibenn miz Mae : "brezel al laezh"[1]
- 10 a viz Gouere : kondaonet eo Jean Hourmant, prezidant ar CID-UNATI e Breizh, da dri miz toull-bac'h, da-heul ur vanifestadeg gant kenwerzhourien hag artizaned.
- 13 a viz Eost : festival "pop celtic" Kertalg e Molan, gant Alan Stivell, ar C'hoarezed Goadeg, Gilles Servat, Tri Yann, Gweltaz ar Fur, Diaouled ar Menez.
- 3-11 a viz Here : prosez unnek den a damaller dezho bezañ kemeret perzh en FLB. Lezet int da vont en o frankiz.
- 10 a viz Here : ur strolladig tud a laka banniel Breizh e beg korzenn iliz-veur Notre-Dame, e Pariz.
- 26 a viz Du : manifestadeg vras evit ar brezhoneg e Pondi, gant Emgleo Breiz, Kuzul ar Brezhoneg, Skol an Emsav ha stourmerien all c'hoazh.
Sevenadur
kemmañ- embannadur kentañ al levr Brezhoneg Buan hag Aes.
- krouet eo Dastum, evit dastum sonerezh hengounel Breizh.
- Yannick Bestaven, bageer-dre-lien.
- Olivier Cousin, skrivagner gallek.
- Arno Elegoed, embanner brezhonek.
- Jocelyn Gourvennec, melldroader.
- Frédéric Guichen, akordeoñser.
- Mathieu Hamon, kaner.
- Christophe Goret, lesanvet Kris, saver bannoù-treset.
- Anna Mouradova, skrivagnerez ha troourez.
- Damien Perrotin, emsaver.
- Vincent Riou, bageer-dre-lien.
- Yann Rivallain, kazetenner.
- Gael Roblin, emsaver.
- François Blancho, sindikalour ha politikour eus Sant-Nazer.
- Youenn Drezen, skrivagner brezhonek.
- Lionel Floch, livour hag engravour.
- Hervé Budes de Guébriant, ijinour labour-douar, prezidant an Office Central Agricole de Landerneau, prezidant Kambr Labour-douar Penn-ar-Bed.
- Armañs ar C'halvez, beleg ha brezhonegour.
- François Le Bihan, marc'hhouarner.
- Auguste Loriquer, barzh brezhonek ha gallek.
- Suzanne Malherbe, arzourez.
- Jean Merrien, skrivagner.