Bagad Bro an Aberioù

Ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez eo ar pennad-mañ.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzout hiroc'h, kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da bennvat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.

Bagad Bro an Aberioù a zo ur bagad sonerien e Bro-Leon, ur c'hant den bennak ennañ, rannet etre ar bagad end-eeun, ar bagadig ("bagad skol" a vez graet anezhañ, met skol ar bagad a vefe e brezhoneg mat) hag ar stummadurioù [?]. Diazezet eo ar bagad e Plabenneg ha pleustradeg a vez bep gwener da noz adalek 6e30 betek 10e30.

Bagad ha Bagadig Bro an Aberioù

kemmañ
 
Gwiskamant XVIIIvet kantvet Plabenneg

Ar bagad a zo anezhañ abaoe 1994.
Krog e oa da gemer perzh e kenstrivadegoù Bodadeg ar Sonerion e 1995. Tremenet eo ar bagad e pevare rummad e-pad ar Fest etrekeltiek an Oriant e 1998 hag en trede rummad e 1999.
E 2002, goude e gentañ plas e kenstrivadeg Gwened hag en Oriant, ar bagad a dremen en eil rummad.
Hiriv, ar bagad a gendalc’h gant ar c’henstrivadegoù en eil rummad.

Ar bagadig a zo bet krouet e 1998 gant ar pal stummañ sonerien eus pep bloaz evit deskiñ dezho sonerezh Breizhek. Ar bagad-se a gemer perzh abaoe 1999 e kenstrivadeg ar pempvet rummad e Kemper ha Karaez.

Ur bagad « evit ar blijadur » a oa ivez bet lakaet e plas e 2000, ur bagad hep kenstrivadeg.
Met chomet a sav gantañ e 2006.

Ar stummadurioù a zo evit ar brasañ lodenn roet gant tud a youl-vat er bagad, met ivez gant kelennerien Bodadeg ar Sonerion.
Gellout a reont deskiñ ar Vombard, ar Binioù-bras hag an Tamboulin.

Gwiskamant bagad an Aberioù a zo un dra a ziforc’h kalz diouzh ar bagadoù all. Krouet e 2000 gant Bleuenn Seveno, ar gwikamant a zo ur gwiskamant hengounel met nevesaet evit ar bagad. Paotr ha plac’h a zo disheñvel : ur jiletenn gant livioù Bro an Aberioù evit ar baotred hag un davañcher gant ar memes livioù evit ar merc’hed.


An Aberioù

kemmañ
 
Bro an aberioù

An aberioù a zo e norzh Pen-ar-bed, rannet eo e trizek kêr disheñvel :
-Vourc'h-Wenn
-Koz-Meal
-Kersent-Plabenneg
-Landeda
-Lanniliz
-An Dreneg
-Loprevaler
-Plabenneg
-Plougerne
-Plougin
-Sant-Pabu
-Treglonoù

An trouz en Aberioù

kemmañ
 
Skritel trouz en aberioù 2010

An trouz en aberioù a zo ur fest aozet abaoe dek vloaz gant bagad bro an aberioù e miz c'hwevrer. Er bloaz-mañ edo trouz en aberioù e Plouvien. Kroget eo bet ar gouel gant ur staj Binioù bras adalek ar merc'her betek ar gwener. Degemeret e oa pep bloaz, a pep live. D'ar gwener d'an noz eo bet kendalc'het gant ur sonadeg gant bagad ha bagadig bro an aberioù.

D'ar Sadorn mintin e oa bet aozet ur c'henstrivadeg tamboulin evit al liveoù da heul :

  • yaouankoc'h eget 14 bloaz (Aet ar maout gant Yann Deniel e 2010)
  • yaouankoc'h eget 18 bloaz (Aet ar maout gant Tenenan Bleuñven e 2010)
  • «Open» B, digor d'an holl (Aet ar maout gant Pauline Jestin e 2010)
  • «Open» A, digor d'an holl (Aet ar maout gant Benjamin Matyka e 2010)

Diouzh an abardeiz ez eus bet ur c'henstrivadeg Binoù bras gant al liveoù da heul :

  • yaouankoc'h eget 15 bloaz B (Aet ar maout gant Yoann Le Ven e 2010)
  • yaouankoc'h eget 15 bloaz A (Aet ar maout gant Enora Morice e 2010)
  • yaouankoc'h eget 20 bloaz A (Aet ar maout gant Malo Gentil e 2010)
  • «Open», digor d'an holl (Aet ar maout gant Jordane Guilloux e 2010)

Bep bloaz, an hini a c'hounez e «yaouankoc'h eget 20 bloaz A» a c'hounez koun trouz en aberioù. Skrivet e vez gantañ e anv warnañ, hag adlakaat a ra anezhañ er c'henstrivadeg ar bloaz war-lerc'h. Diouzh an noz, ur fest-noz a zo aozet gant meur a gouplad, kanerien, pe strolladoù sonerezh...

An deiz war-lerc'h, d'ar gwener, e vez ur c'henstrivadeg kouplajoù gant al liveoù da heul :

Kroget eo bet ar c'henstrivadeg d'ar sul mintin gant an amprouenn ton-bale ha gwerz. Ha diouzh an abardeiz eo bet aozet ur fest-noz gant eil amprouenn ar c'houpladoù : an dañs.

Presterezh

kemmañ
 
Bagad Bro an Aberioù e kenskrivadeg eil rummad Gwened e 2009 (erruet 9vet)

Bagad bro an aberioù a gemer perzh bep bloaz e festoù lec’hel e-giz :

  • Fest etrekeltiek an Oriant (56)
  • Fest Broderezed (Pont l’Abbé, 29)
  • Nevez-amzer ar sonnerien (Brest, 29)

Met hivez e broioù estren e-giz :

  • Xixon (Bro Spagn)
  • «Festival de Bandas» (Objat, 19)