Bannoù Aodoù-an-Hanternoz

Bannoù Aodoù-an-Hanternoz a voe krouet gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790. Setu roll kumunioù Aodoù-an-Hanternoz a voe lakaet da benn-bann: Bronn, Dinan, Gwengamp, Lambal, Lannuon, Loudieg, Rostrenenn ha Sant-Brieg[1]. Gant Bonreizh Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù; bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton).

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, pajenn 105