Ar c'hornegennoù pe bara kornek zo kouignoù e stumm ur greskenn graet gant toaz ennañ goell hag amann. Krouet e voent e 1683 gant baraerien aostrian eus Vienna evit lidañ an trec'h war an Impalaeriezh Otoman.

kornegenn
Iskevrennad eusviennerezh, gwastell Kemmañ
Anv er yezh a orincroissant Kemmañ
Anvet diwarkreskenn Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Stummkreskenn Kemmañ
Courselein Kemmañ
Arouezenn Unicode🥐 Kemmañ

Istor ar gornegenn

kemmañ
 
Ur gornegenn.

Ur grouidigezh aostrian...

kemmañ

E 1683 eo lakaet ar seziz war Vienna gant an Durked. Gervel a ra Adam Spiel, baraer anezhañ (un den savet abred eta), an evezh war un argad da skleur an deiz gant an dagerien otoman, ar pezh a lak Vienniz da vountañ anezho kuit. Evit lidañ an trec'h-se ez eus ijinet gant baraerien ar gêr ur gouign e stumm ur greskenn evel hini an Otomaned : ar gornegenn.

Er Grennamzer e oa en Europa ur gouign e stumm ur greskenn loar. "Henvamm" eo d'ar gouign a-vremañ a gaver en Europa kreiz hag ar Reter, ar c'hifli, met n'eo ket liammet ouzh ar gornegenn ijinet e Vienna peogwir ne vez ket fardet gant ar memes toaz.

... adkemeret gant ar C'hallaoued

kemmañ

E 1837 e voe digoret ur stal anvet Boulangerie viennoise er 92 straed Richelieu e Pariz gant daou Aostrian, August Zang hag Ernest Schwarzer, ha gwerzhet e veze kornegennoù ganto. Berzh a reas ar c'houignoù nevez-se ha kalz pastezerien a reas diouzh skouer an daou embreger.

E galleg e vez graet "croissant" anezhi, ur ger ha n'eo meneget er geriadurioù nemet abaoe 1863. Ar rekipe kentañ a voe embannet e 1891. Cheñch a reas ar rekipe e 1905 evit toaz feilhennet, rak a-raok e veze graet gant toaz tost ouzh hini ar brioch . Ne reas berzh ar rekipe nevez-se nemet er bloavezhioù 1920 avat. E 1938 e voe meneget ar gornegenn el "Larousse gastronomique" evit ar wech kentañ. Adalek ar bloavezhioù 1950 ez eus kaoz eus kornegennoù da lein. A-benn ar fin e oa deuet da vezañ gwelet evel un "hengoun" eus keginerezh Bro-C'hall e-kerzh an eil lodenn eus an XXvet kantved hepken.

Ar c'hornegennoù hiziv hon deiz

kemmañ
 
Diabarzh ur gornegenn.

Kavet e vezont er bed a-bezh bremañ, e stalioù a bep seurt. Pep stal-vara e Frañs a werzh kornegennoù, met ar gourmarc'hadoù ivez a ginnig kornegennoù, en o zouez re gourskornet da boazhañ er gêr. Ouzhpenn 80% eus ar c'hornegennoù hag ar viennerezhioù gwerzhet er stalioù-bara hengounel a vefe produioù greantel gourskornet[1].

Kinniget e vez a-wechoù kornegennoù gant boued sall : morzhed-hoc'h, keuz...

Ar vouedourien ne aliont ket debriñ re anezho rak kalz lipidoù zo enno (20 % a zanvez druz)[2].

Gwelet ivez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ