Batailhon Etrebroadel an Dieubidigezh
Batailhon Etrevroadel an Dieubidigezh (saozneg: International Freedom Battalion, turke: Enternasyonalist Özgürlük Taburu, kurdeg: Tabûra Azadî ya Înternasyonal, arabeg: تابور الحرية العالمي), berraet en IFB pe EÖT, zo ur strollad stourm savet gant estrenien eus an tu kleiz pellañ da harpañ Kurded Unvezhioù difenn ar bobl e-pad Brezel diabarzh Siria ha da sikour mennad Reveulzi Rojava. Er penn kentañ e oant implijet a-enep nerzhioù ar Stad Islamek met en Afrin int bet o talañ ouzh nerzhioù lu Turkia ha Lu Dieub Siria.
Savet e oa bet Batailhon Etrebroadel an Dieubidigezh d'an 10 a viz Even 2015 e Serê Kaniyê (Ras al-Ayn). Awen ar bezen a zo deuet diwar hini ar Brigadennoù etrebroadel e-pad Brezel diabarzh Spagn (1936-1939). Meur a ideologiezh a gaver e-touez ar strolladoù stourmerien (Marksouriezh-leninouriezh, Hoxhaierezh, Maoouriezh, hag anarkouriezh).
Skourroù pennañ
kemmañBatailhon Etrebroadel an Dieubidigezh a zo savet gant stourmerien armet lies eus an tu kleiz pellañ (kavout a reer ivez hiniennoù distag diouzh ar strolladoù politikel). Darn eus ar strolladoù-se a oa liammet pe bet o stourm gant Unvezhioù difenn ar bobl a-raok ma vefe krouet an aozadur bras e stumm ur batailhon.
Marksist-Leninist Komünist Partisi
kemmañAr Marksist-Leninist Komünist Partisi (turkeg: Marksist-Leninist Komünist Partisi, berraet en MLKP) zo ur strollad komunour kuzh Hoxhaour eus Turkia. Stoumerien an MLKP a oa bet kaset da Siria da reiñ harp da Unvezhioù difenn ar bobl abaoe 2012. Stourmerien an MLKP o deus harpet ivez ar Partiya Karkerên Kurdistanê (PKK) e norzh Irak evit difenn ar vinorelezh Yezidi lazhadeget gant Daech e Sinjar. E miz Ebrel 2015 e voe embannet krouidigezh ul lec'h gourdoniñ milourel MLKP er zonenn suj d'ar PKK e Kurdistan Irak. E miz Meurzh 2015 ur vaouez alaman a 19 vloaz, Ivana Hoffmann, a voe lazhet o stourm a-enep Daech e-pad Emgann Tell Tamer. An trede stourmer kornôgel e oa o vervel met ar c'hentañ stourmerez eus ar C'hornôg o stourm gant Unvezhioù difenn ar bobl. Skourr stourmerezed an MLKP, Komünist Kadın Örgütü, a gemer perzh er stourmadennoù. An MLKP a zo bet diazez pa voe savet Batailhon Etrebroadel an Dieubidigezh.
Sosyal İsyan
kemmañSosyal İsyan pe Emsavadeg Sokial a voe savet e 2013 e Turkia gant ur strollad anarkourien glas (eko-anarkourien) e Tuzluçayır.
TKP/ML TİKKO
kemmañArme Dieubidigezh Labourerien ha Peizanted Turkia (turkeg: Türkiye İşci ve Köylü Kurtuluş Ordusu, berraet e TİKKO) zo skourr milourel an Türkiye Komünist Partisi/Marksist-Leninist, berraet e TKP/ML). Un aozadur emsaverien maoour eus Turkia ez eo. D'ar 25 a viz Meurzh 2016 penn lec'h an TKP/ML TİKKO e Serêkaniyê a oa bet taget gant ur vombezenn moto. Daou zen a oa bet gloazet un tammig hag ar savadurioù ne oant ket bet distrujet kalz. Tapet ez eus bet daou zen a vez dalc'het gant an Asayiş.
Birleşik Özgürlük Güçleri
kemmañ- Pennad spisoc'h: Nerzhioù Unvan an Dieubidigezh
Nerzhioù Unvan an Dieubidigezh (turkeg: Birleşik Özgürlük Güçleri, pe BÖG), awenet gant ar Brigadennoù etrebroadel eus Brezel diabarzh Spagn (1936-1939). Savet e oant bet e miz Kerzu 2014 e kêr Kobanî evel un aozadur stourmerien estren eus an tu kleiz pellañ sokialourien hag anarkourien reveulzier. Ar strolladoù stourm pennañ evel an MLKP a nac'has kemer perzh. Ar BÖG ha strolladoù all a gemeras perzh memestra e savidigezh Batailhon Etrebroadel an Dieubidigezh. Ur skourr maouezed a zo d'ar BÖG anvet "Nerzhioù Dieubidigezh ar Maouezed" (turkeg: Kadın Özgürlük Gücü). Ar BÖG a vez lakaet war-raok evel strollad pennañ Batailhon Etrebroadel an Dieubidigezh. Rannet eo ar BOG e meur a luskad.
Reconstrucción Comunista
kemmañAdsavidigezh Komunour (Spagnoleg: Reconstrucción Comunista, berraet e RC) zo ur strollad Marksour-Leninour eus Bro Spagn. Implijet e vez ur banniel eus an Eil Republik spagnol ganto. An RC a zo liammet don gant an MLKP an izili a vez o vrezeliañ e strolladoù stourm an MLKP, memes e Sinjar. Daou ezel eus ar strollad a zo bet harzet gant ar polis pa oant o tistreiñ da Vro Spagn. Rebechet e oa dezho bezañ bet kemeret perzh en ur stourm armet er-maez eus Bro Spagn hep asant ar gouarnamant. Rebechet ez eus bet dezho ivez lakaet en dañjer interestoù Bro Spagn en ur vezañ ezel eus strolladoù o stourm a-enep Daech memes ma'z eo lakaet ar strollad-se da strollad sponterezh gant an aozadurioù etrevroadel.
E miz Genver 2016, eizh keodedour spagnol hag un Turk a zo harzet e Bro Spagn. Hervez kemennadenn Ministr ar surentez
"The detained, in collaboration with other individuals residing in various European countries, were providing the necessary infrastructure for displaced people to travel abroad and to finally integrate in the ranks of the Peoples' Protection Units (YPG) or one of the armed wings of the organization"
Ouzhpennet e oa bet gantañ e oa darn eus an dud harzet izili eus ar strollad 'Reconstrucción Comunista'
-
Banniel an MLKP
-
Banniel an TKEP/L
-
Banniel Nerzhioù Unvan an Dieubidigezh
-
Banniel Nerzhioù Dieubidigezh ar Vaouezed
-
Banniel an Adsavidigezh Komunour
-
Banniel ar Vrigadenn Bob Crow (Bro-Saoz)
-
Banniel ar Vrigadenn Henri Krasucki (Bro-C'hall)
-
Banniel an International Revolutionary People’s Guerrilla Forces (lod heñvelreizh)
-
Banniel an TQILA
-
Banniel an Devrimci Karargâh