Batalm
Ur vatalm zo un arm-bannañ hiniennel ennañ ur c'hodell stag ouzh lêrennoù. He bannadell, un tamm maen pe ur voulennig plom peurliesañ, a vez sanket er c'hodell ha lakaet da dreiñ a gelc'hiadoù gant an tenner, a zilaosk unan eus an div lêrenn evit lakaat ar vannadell da nijal kuit. Marvus e c'hall bezañ ur vatalm betek ur c'hant metr bennak pa vez dornataet gant un den barrek.
Istor
kemmañHenamzer
kemmañRoudoù a gaver eus implij batalmoù er bed gresian en Henamzer. Anavezet-mat int gant ar Romaned adalek an eil brezel punek betek ar c'hentañ kantved goude Jezuz Krist. Skouerennoù glandes plumbeae (bannadelloù plom) zo bet adkavet e meur a lec'h. Savet e oant gant ar soudarded o-unan a-drugarez da voulloù, hag enskrivadurioù a oa war kalz anezhe. Gellet a raent bezañ anvioù pennoù pe rannoù an arme, saverien ar vannadell pe lavaradoù difetis[1]. Ar re kavet e Perugia (Italia), e-lec'h ma lakaas soudarded Aogust seziz war ar gêr etre -41 ha -40, a zo brudet evit o c'hunujennoù reizhel hag o goaperezh a-enep o enebourien[2]. Meneget eo ar bannadelloù plom (μολυβδαίναις) gant an istorour gresian Appianos en eil kantved[3].
Batalmerien an inizi Balearez a oa e-touez ar re vrudetañ evit o barregezhioù en Henamzer. Implijet e voent etre ar IVre hag ar Iañ kantved a-raok Jezuz-Krist gant armeoù Kartada ha Roma betek brezel Julius Caesar e Galia, a veneg anezhe e Commentarii de Bello Gallico.
Hervez ar Bibl hebraek, an Testamant Kozh pe ar C'horan e vez implijet ur vatalm gant David evit lazhañ ar filistin Goliath.
Krennamzer
kemmañBatalmoù a veze implijet e meur a sevenadur evel en hini inka e Suamerika (XIIIvet - XVIvet kantved). Gwelet e voent war tachennoù-emgann en Europa betek fin ar Grennamzer, evel e seziz Sancerre (Bro-C'hall) e 1572[4].
Mare a-vremañ
kemmañDilezet eo bet ar batalmoù gant an armeoù modern, met implijet e vez c'hoazh gant manifesterien. E Palestina e raer c'hoazh gante evit talañ ouzh soudarded Tsahal e manifestadegoù 'zo.
Er sevenadur
kemmañEn heuliad gall Thierry la Fronde (1963 - 1965) e ra an haroz Thierry de Janville gant ur vatalm evit stourm a-enep ar Saozon.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ (fr) LEFEBVRE Benoît, L'exemple des glandes plumbeae in Faire la guerre avec des mots, Éditions de l’École des hautes études en sciences sociales, 2018, pp. 215-235 (lennet d'an 23/12/2024)
- ↑ E-mesk an enskrivadurioù latin e kaver da skouer [S] alu [e]/Octaui/felas («Salud Octavius, sunañ a rez ?»), Peto/[l] andicam/Fuluiae// (fulmen) («O klask mezenn Fulvia emaon») pe Tra (n) se [i]/[cu] lum («Treuz e revr»).
- ↑ (el) Appian, Brezelioù sivil, Levr V, pennadoù 36 ha 148 (lennet d'an 23/12/2024)
- ↑ (fr) LALANNE Ludovic, Dictionnaire historique de la France, Hachette, Pariz, 1872, p. 115 (lennet d'ar 24/12/2024)