Beàrnaraigh Cheann Bharraigh
- Ur bajenn disheñvelout Beàrnaraigh zo ivez.
Beàrnaraigh Cheann Bharraigh[1] pe Beàrnaraigh hepmuiken (anvet Barra Head e saozneg) zo un enezenn didud eus an Inizi Gall, e kreisteiz an inizi pellañ.
Emañ Beàrnaraigh er su da enez Miughalaigh ha gant se ez eo an enezenn suañ eus an enezeg. Didud eo bremañ ; n'eus, evel savadurioù, nemet un tour-tan, daou greñvlec'h (dùn) eus Oadvezh an Houarn, ur vered hag ur c'hae evit dilestrañ.
Gwarezet eo tolead Beàrnaraigh, Miughalaigh hag ar c'herreg tro-dro abalamour d'an evned-mor a vez o neizhiañ eno : goded, poc'haniged, ereved, morvrini ha gouelini[2].