Poc’han

Ur poc’han boutin
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Charadriiformes
Kerentiad : Alcidae
Genad : Fratercula
Anv skiantel
Fratercula
Brisson, 1760
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar ger Poc’han (boc’han, poc’hanig), liester: Poc'haned) a ya da envel meur a evn mor eus ar c’herentiad Alcidae, dreist-holl re ar genad Fratercula (d.l.e. frer bihan e latin, un anv roet dezho abalamour da livioù gwenn ha du o fluñv moarvat, hag a zegas da soñj ur gwiskamant manac'h). Liesliv e vez o figos da vare ar gouennañ. Bevañ a reont a-stroll hag ober o neizh e douarennoù alies.

Ar spesadoù

kemmañ

Meur a spesad a c’heller digemmañ:

Bremañ e lakaer ivez e-touez ar poc'haned (hag a vez lakaet ivez e-touez ar godoged):

Anvioù all

kemmañ

Anvioù all a vez roet d'al labous-mor, ha ne ve ken nemet e Perroz-Gireg : kornefich, lstr. kornefiched ; godez, lstr. godizi.

Doareoù pennañ

kemmañ

Ul labous heverk eo ar poc’han boutin gant e bigos tev, e stumm un tric’horn, ha livet-flamm da vare ar gouennañ (ruz, glas-teñval ha melen). Abalamour d’al livioù-se e vez lesanvet peroked-mor. Postek eo, gant ur penn brazik ha berr, ul lost berr ivez hag ur c’horf krenn. Ruz e vez ar pavioù palvezek e-pad an hañv ha melen e vezont e-pad ar goañv. Un tregont kantimetr bennak eo hed e gorf ha betek 60 cm e hed-eskell. Gellout a ra bevañ betek 22 vloaz. Du eo pluñv ar c’hein, ar gouzoug hag an divaskell. Gwenn eo ar c’hof ha kostezioù ar penn. Liv ruz zo tro-dro d’an daoulagad.

 
Ur poc’han boutin

Gant o divaskell berr met kreñv e nijont izel a-us ar mor. Pa vezont o neuial dindan an dour ec'h implijont o divaskell evit en em embreger ha n’eo ket o favioù.

 
Poc’haned e Norvegia

Kalz a amzer a dremen ar poc’haned en donvor met neizhiañ a reont war an aodoù evel-just.

Evel kalz a evned mor eus ar c’herentiad Alcidae en em vagont diwar pesked ha blotviled bihan tapet ganto dre splujañ dindan ar mor. Boueta a reont o folog diwar pesked bihan evel talareged pe gliziged. Gouest eo da zerc'hel eus 10 betek 30 pesk bihan a-dreuz e bigos (a-wechoù meur a zousennad), abalamour d’ar c’haledennoù dantek a zo war o zeod. Gant se e c’hellont chom pell amzer o pesketa, a-raok dont en-dro d’o neizh da zegas meur a besk d’o folog.

 
Ur poc'han gant talareged a-dreuz e veg.


Neizhiañ

kemmañ

Neizhañ a reont e miz Mae-Mezheven. Ne vez nemet ur vi gwenn-sklaer, marrellet a darchoù teñval. Neizhañ a reobt en ur c'haridenn toullet ganto o-unan pe en ur riboul dilezet gant ur c'honifl. War an inizi, an tornaodoù hag an tevinier goloet a c'heot e sav e neizh. Ne bourchas tost da vat netra evit sevel e neizh. Maget e vez ar poc'hanig yaouank e-pad 5 sizhun war-dro e-barzh ar c'haridenn ha neuze e kuita an neizh en noz.

Rummatadur

kemmañ

Kerentiad

kemmañ

Urzhiad

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • (troet gant) T Huon ha P. an Habask, Laboused an Arvor, Embannadurioù Al Lanv, 1984

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

 
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:

Daveoù ha notennoù

kemmañ