Beg ar C'hastell (Plougouskant)
beg-douar e kumun Plougouskant, ar beg hanternosañ war aodoù Breizh
Beg ar C'hastell zo ur beg-douar e kumun Plougouskant, ar beg hanternosañ war aodoù Breizh.
Alese eo kaer ar gwel : war-zu ar reter e weler enez Terc'h, tour-tan ar C'horn hag aber ar Yeodi. Pelloc’h e c’haller gwelet Erv an Talberzh, pa vez dizolo an dremmwel. Er gornaoueg e c’haller gwelet, a-bell, enezeg ar Jentilez.
Nepell diouzh Beg ar C'hastell, er gornaoueg, emañ ar C'hastell Meur, gant kerreg bras-divent hag un ti bihan sanket etre div roc'h vras, ar pezh a ya d’ober un daolenn gaer a zo bet luc’hskeudennet ha livet stank.
Al lec’h tro-dro zo gwarezet ha ne c’haller ket sevel tiez nevez. Un ti an douristed zo war an aod, er gornaoueg d’ar beg-douar, hag a vez digor e-pad an hañv.