Ar v-Bellovaci[1], pe Bellovaked[2], a oa ur bobl c’halian a oa o chom e Gallia Belgica. Ur bobl vras e oa : hervez Julius Caesar e oant an hini gentañ e-touez ar v-Belgae[3].

Kartenn eus pobloù Gallia Belgica

En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ : Parisii ha Veliocasses er c’hreisteiz, Kaleted er c’hornôg, Ambiani en hanternoz, ha Silvanectes ha Suessiones er reter[4]. Etre ar stêrioù Somme ha Saena edont o chom, er pezh a zo bremañ departamant Oise. Diwar o anv e teu hini Beauvais, kêr-benn an tolead, hag a oa anvet Caesaromagus da vare ar Romaned a-raok mont da vezañ Bellovacis, diwar anv ar bobl, e dibenn an Impalaeriezh Roman.

Da vare aloubadeg Caesar, e 57 kent J.K., e oant kevreet gant pobloù all Belgica da stourm a-enep an armeoù roman. Rankout a rejont kodianañ avat[5]. Evit en em veuliñ e-unan e lavaras Julius Caesar e oant « ar bobl galonekañ e-touez ar v-Belgae ».

E 52 kent J.K. e nac’hjont, da gentañ, mont da reiñ skoazell da armeoù Verkingetorix. A-benn ar fin e asantjont kas 2000 brezelour, war c’houlenn Commios, penn an Atrebates.

Unan eus pennoù ar v-Bellovaci, Korreos, a renas un emsavadeg all eus pobloù Belgica e 51 kent J.K., gant brezelourien Ambiani, Atrebates, Kaleted, Veliocasses hag Aulerci (ar re-se ne oant ket Belgae, en tu all d’ar Saena e oant o vevañ). Kelc’hiet e voe ar vrezelourien Bellovaci gant ar Romaned, e bro ar Suessiones. Dont a rejont a-benn da dec’hout kuit, gant ar Romaned war o lerc’h avat. Faezhet e voent en un emgann diwezhañ ha lazhet e voe Korreos. Neuze e paouezas ar brezel. Tammoù emsavadegoù all a voe er bloavezhioù war-lerc’h.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. hervez al latin
  2. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 43
  3. Julius Caesar, "De Bello Gallico", II:5
  4. Julius Caesar, "De Bello Gallico", II:6
  5. Julius Caesar, "De Bello Gallico", II:13