Ur pennad Berengaria zo ivez.

Berengaria Navarra, pe Berenguela e spagnoleg (1163-1230), a oa merc'h henañ Sancho VI, roue Navarra, lesanvet « ar Fur », hag e wreg Sancha Kastilha. Merc'h-vihan e oa da Alfonso VII León ha Berenguela Barcelona, rouaned León.

Delwenn-vez Berengaria Navarra e L'Épau

He buhez

kemmañ

En 1185 e resevas Berengaria, digant he zad, douar Monreal. Eleanora Akitania a glaskas dorn Berengaria evit he mab, Richarzh I Kalon-Leon. Un emglev gant Navarra a dalveze kaout gwarez da harzoù kreisteiz Akitania, gwelloc'h darempredoù gant Rouantelezh Kastilha, ma oa Eleonora Bro-Saoz, merc'h da Eleanora Akitania, o ren.

Goulenn-eured

kemmañ

En Mezheven 1190, e krogas Richarzh I Kalon-Leon e 1191, Roue Bro-Saoz, da varc'hata gant Alfonso II Aragon ha Sancho VI Navarra, rag-aon ne glaskje Kont Toloza ober unvaniezh enep dezhañ rak dizemglev a oa etrezo diwar-benn Provañs.

Goulenn a reas dorn Berengaria Navarra digant he zad. Disfiz outañ a oa, rak pell amzer en devoa nac'het dimeziñ, disfiz ivez ouzh e zarempredoù ha mignoniezhioù, hag ouzh e bromesa da eurediñ da Alys Bro-C'hall, lezc'hoar roue Bro-C'hall. Rak dimezet e oa Richarzh (hep eured) d'ar briñsez Alys, kontez Vexin, c'hoar d'ar roue gall Fulup II. Alys avat a zeuas da vout serc'h tad Richarzh, ar roue saoz Herri II (Bro-Saoz), ha marteze mamm bugel bastard Herri. Dibosubl e oa deuet an eured da vezañ, abalamour d'ar reolennoù relijiel. Torret e voe e zimeziñ gant Alys e 1190, p'edo Richarzh e Messina.

Daoust da se e voe graet un degemer mat da c'houlenn ar roue saoz gant roue Navarra. Un dimeziñ enorus e oa da rouantelezh Navarre ober emglev gant an tiegezh Plantagenêt, ha se zo kaoz ne voe ket sellet re verr ouzh traoù ken dister, met kuzh e chomas ar mennad abalamour da roue Bro-C'hall a vije displijet bras a dra sur o klevout ar c'heloù e oa torret an dimeziñ gant e hanterc'hoar.

He dimeziñ

kemmañ

Dimeziñ a reas da Richarzh I Kalon-leon e 1191. Rouanez Bro-Saoz e oa, met gwech ebet ne lakaas he zroad er vro-se.

Ne ouzer ket gwall dra diwar-benn he buhez. Marteze en em gavas gant Richarzh, meur a vloaz a-raok an eured, ha skrivet ez eus bet gant tud hec'h amzer e oant hoalet an eil gant egile. En XXvet kantved avat ez eus bet istorourien o kontañ e oa troet Richarzh gant breur Berengaria kentoc'h, an danvez roue Sancho VII.


E vamm Eleanora Akitania an hini a gasas Berengaria dezhañ. Met aet kuit e oa ar roue da ober brezel ar groaz kenkent ha lakaet ar gurunenn war e benn. Ret dezho redek war e lerc'h. Hag int betek Sikilia during Lent (pa n'halled ket ober an eured) en 1191, hag eno ivez e tegouezhas c'hoar Richarzh, Joan, rouanez Sikilia, intañvezet. War o hent d'an Douar Santel e aochas lestr an danvez-pried hag ar c'hoar, Berengaria ha Janed e Kiprenez, hag eno e voent gourdrouzet gant priñs an enez, Isaac Comnenus. Ma teredas Richarzh d'o sikour, ma kemeras an enez, ma tiskaras Comnenus, ha ma timezas gant Berengaria e Chapel Sant Jorj e Limassol.

Rouanez kenseurtez

kemmañ

N'ouzer ket ha kaset e voe an eured da benn, kaoz eus se zo c'hoazh etre an istorourien, evel mavez kaoz c'hoazh etreze diwar-benn pe heñvelrevad e oa ar roue pe ne oa ket, pa lavar lod e oa merc'hetaer. Hervez dihelloù zo (met diskred zo warne) en devoa bet ur mab bastard, Philip of Cognac (warvet war-dro 1211), ha marteze unan all. Sur eo e kasas e wreg nevez gantañ evit lodenn gentañ ar groazadeg, met distreiñ da Europa ne rejont ket a-gevret. Tapet e voe Richarzh, ha prizoniet. Chom a eure Berengaria en Europa, da glask sevel arc'hant da baeañ e zaspren.

Pa voe laosket Richarzh da vont e tistroas da Vro-Saoz met n'eas ket e wreg Berengaria Navarra d'e gaout di. N'he doe bugel ebet ken e veze laret e oa gaonac'h.

Pa zistroas Richarzh da Vro-Saoz e rankas adkemer ar vro a oa bet kollet gant e vreur Yann pe skrapet gant roue Bro-C'hall. Chaletot e oa gant e vro eget gant e bried.

Kontelezh Maine

kemmañ

Goude marv Richarzh Kalon-Leon e voe lakaet gant ar roue gall Fulup II da vout trederannerez kontelezh Maine.

He marv

kemmañ
Bez Bérengère de Navarre en abati l'Epau, e Mans.

En 1229 e lakeas sevel abati l'Epau, er Mañs, ma en em dennas ha ma voe beziet.

Lennegezh

kemmañ

Kaoz anezhi zo e meur a romant istorel:

Filmoù

kemmañ

Eus dimeziñ Richard ha Berengaria ez eus kaoz:

Met gwall ell diouzh an istor eo ar filmoù-se.

Levrlennadur

kemmañ
  • Jean Favier, Les Plantagenêts. Origine et destin d'un empire, éd. Fayard, Paris, 2004.
  • Martin Aurell, L'empire des Plantagenêt, 1154-1224, éd. Perrin, coll. Tempus, 2003.
  • François Lebrun, Histoire des Pays de Loire, éd. Privas, coll. Univers de la France, 1972. Abaoe 1972 eta e vez klasket brudañ ar broioù-se.
En e raok 
Eleanora Akitania
Rouanezed Bro-Saoz
12 May 11916 April 1199
War e lerc'h
Isabella of Angoulême

Liammoù diavaez

kemmañ