Bernard Andreas Riphagen

Bernard Andreas Riphagen lesanvet Dries Riphagen pe Al Capone ganet d'ar 7 a viz Gwengolo 1909 en Amsterdam hag aet da Anaon d'an 13 a viz Mae 1973 e Glion (Suis) a oa un torfedour izelvroat brudet evit bet kenlabouret gant an Nazied e-pad an Eil Brezel-bed o klask war-lerc'h ar yuzevien kuzhet er vro.

Bernard Andreas Riphagen poltred 1945 goude e harzadenn

Chomet eo hep bezañ barnet goude an Eil Brezel-bed en desped d'e arzadenn ha d'ar furchadennoù warnañ a voe goude e terc'hadenn diouzh an Izelvroioù.

Istor kemmañ

E-kerzh ar bloavezhioù 1930, Riphagen en doa bet savet ur rouedad atroperezh o tegas brud warnañ hag al lesanv Al Capone. Pa voe aloubet ar vro gant lu an Trede Reich e labouras Riphagen evit meur a aozadur Nazi disheñvel an hini brudetañ o vezañ ar Hausraterfassungsstelle pe Colonne Henneicke, un aozadur kenlabourerien izelvroat, labouret en doa ivez evit ar Sicherheitsdienst (SD).

Kenlabourerezh kemmañ

Kemeret en doa perzh er furchadennoù tro-dro d'ur rouedad sevel fals-paperioù a welas marv ar rezistant Gerhard Badrian. D'an 30 a viz Even 1944, Gerhard Badrian ur rezistant a orin yuzev alaman a oa bet flatret gant rouedad Bernard Andreas Riphagen ha klasket war e-lerc'h e Rubensstraat e Amsterdam. E-pad e harzadenn e voe tennet gantañ war un ofiser eus an SD a oa e traoñ skalieroù hag e klaskas redek kuit. Tennet e voe warnañ, hervez ar mamennoù n'eo ket sklaer ma emlazhas pe ma voe lazhet gant tennoù an Alamanted.Den gwidreûs, reiñ a ra harp evit ar furchadennoù war ar yuzevien, laerañ a ra anezho a-raok ma vefent deportet er c'hampoù-bac'h. Ouzhpenn d'al laeradennoù e vez paeet dezhañ sammadoù arc'hant gant an Alamanted evit pep yuzev tapet gantañ hag e genseurted.

Goude ar Brezel kemmañ

E Mae 1945, pa voe dieubet ar vro, e voe klasket war-lerc'h Riphagen ha lakaet e voe dindan evezh en e di. E miz C'hwevrer 1946 e teuas a-benn da skampañ kuit etrezek Arc'hantina lec'h ma teuas da vezañ kamalad gant ar prezidant Juan Perón. Mervel a reas e 1973 en ur glinikenn e bro Suis.

Filmoù kemmañ