Bernard Stasi
Bernard Stasi, ganet d'ar 4 a viz Gouere 1930 e Reims (Marne) ha marvet d'ar 4 a viz Mae 2011 en 18vet arrondisament eus Pariz, a oa ur politikour he skrivagner gall.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Bernard Stasi |
Anv ganedigezh | Bernard Paul Ramon Stasi |
Anv-bihan | Bernard, Paul, Ramon |
Anv-familh | Stasi |
Deiziad ganedigezh | 4 Gou 1930 |
Lec'h ganedigezh | Reims |
Deiziad ar marv | 4 Mae 2011 |
Lec'h ar marv | 18th arrondissement of Paris |
Breur pe c'hoar | Mario Stasi |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | politiker, kargiad uhel |
Karg | kannad gall, maer Épernay, Member of the European Parliament |
Bet war ar studi e | École nationale d’administration, Saint-Joseph of Reims, Institut d'études politiques de Paris |
Diplom skol-veur | licence |
Lec'h labour | Strossburi, Brusel |
Strollad politikel | Unvaniezh evit an Demokratelezh C'hall |
Prizioù resevet | ofiser al Lejion a Enor, Marc'heg al Lejion a Enor |
Buhez
kemmañTud-kozh Bernard Stasi a oa a orinoù lies: Italia, Bro-Spagn ha Kuba. Deuet e oa eñ da vezañ a Gall dre sevel ar goulenn pa oa oadet a 18 vloaz. Breur e oa da Vario Stasi, bet bâtonnier eus Pariz ha da Gérard Stasi paotr ar c'henwerzh[1].
Tabutoù
kemmañTabutoù lies a oa bet a-enep an den.
Jean-Marie Le Pen
kemmañD'ar 6 a viz C'hwevrer 1986, e-pad un tabut gant Jean-Marie Le Pen war France Inter, e embann Bernard stasi « N'em eus ket memes kredennoù a c'hwi », an hini all a respont trumm dezhañ: « Normal eo, dre ma z'oc'h mab d'un envroad ha n'oc'h deuet da vezañ gall pa oac'h 18 vloaz ». Ha Stasi da respont: « C'hwi a embann ne vefe ket tu din, me, mab d'un envroad d'ober politikerezh? ». Le Pen a echu ar gaoz gant ar frazenn « Soñjal a ra din ez eo un afer a doareoù mat »[2].
Goude kouezhadenn Moger Berlin, Jean-Marie Le Pen a dag hag un-dro Bernard Stasi : « Pa vezer anvet Stasi, e reer evel ar strollad komunour, cheñchet e vez anv».
An envroañ
kemmañBrudet eo bet Bernard Stasi da geñver harp d'an envroidi dre e levr L'immigration, une chance pour la France. Burutellet eo bet kalz war an dachenn-se betek e-touezh izili e strollad poltitikel. Taget e oa lies evit bezaña-du gant an envroañ meur, gant ar metoù broadelour met ivez gant Christian Bonnet da skouer ezel d'an UDF.
Buhez politikel
kemmañ- Kannadoù lec'hel
- 1970 - 1977 : maer Épernay
- 1983 - 2000 : maer Épernay
- 1981 - 1988 : prezidant kuzul rannvroel Champagne-Ardenne
- Kannad parlamantel
- 11 a viz Gouere 1968 - 6 a viz Mae 1973 : kannad pevare pastell-vro ar Marne (dilez evit mont tre ar gouarnamant)
- 3 a viz Ebrel 1978 - 1añ a viz Ebrel 1986 : kannad pevare pastell-vro ar Marne
- 2 a viz ebrel 1986 - 14 a viz Mae 1988 : kannad pevare pastell-vro ar Marne
- 23 a viz Mezheven 1988 - 1añ a viz Ebrel 1993 : kannad ar c'hwec'hvet pastell-vro er Marne
- 19 a viz Gouere 1994 - 24 a viz Ebrel 1998 : kannad europat
Oberennoù
kemmañ- Vie associative et démocratie nouvelle, Presses universitaires de France, 1979, (ISBN 2-13-035921-3)
- L'Immigration, une chance pour la France, Robert Laffont, dastumadenn. « Franc Parler », 1984, (ISBN 2-221-04469-X)
- La politique au cœur, Robert Laffont, 1993, (ISBN 2-221-04955-1)
- Tous Français, l'immigration, la chance de la France, Hugo Document, 2007, (ISBN 2-7556-0104-3)
Enorioù
kemmañ- E 2013 ez eus bet krouet ur park Bernar Stasi gant kêr Reims, en Epernay ez eus bet badeziet ur blasenn ivez.
Tro-dro d'an den
kemmañ- Adal titl e levr, L'immigration, une chance pour la France, ez eus bet krouet un droienn kunujennus er metoù broadelour gall evit komz eus an envroidi dre guzh oc'h ober anezho chances pour la France berraet e CPF[3].
- Lesanvet e oa bet « Stasibaou » gant Christian Bonnet adal anv ar broadelour ha stourmer disrannour Jean-Marie Tjibaou[4].
- Lesanvet e oa bet « la tête de Turc des maniaques de la xénophobie » gant Salim Jay, kazetenner evit Le Soir e 2011[5].
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ https://web.archive.org/web/20160617153732/http://mr-malabar.fr/historiquep7a.html
- ↑ http://www.anti-rev.org/textes/Aubry95a/x.html
- ↑ http://resistancerepublicaine.eu/2014/07/07/jai-passe-une-journee-au-tribunal-de-belfort-entre-des-cpf-et-une-islamophobe-par-claude-laurent/
- ↑ http://referentiel.nouvelobs.com/archives_pdf/OBS1071_19850517/OBS1071_19850517_044.pdf
- ↑ http://www.agoravox.fr/actualites/politique/article/bernard-stasi-l-immigration-une-116148