Berria
Berria (keloù) zo ur pemdezieg euskarek, an hini nemetañ en euskareg penn-da-benn, hag a zo skignet e pevar c'horn Euskal Herria.
Berria
Deiziad krouiñ | 21 Mez 2003 |
---|---|
Titl | Berria |
Stad | Spagn, Frañs |
Ezel eus | European Association of Daily Newspapers in Minority and Regional Languages |
Sez sokial | Andoain |
Lec'h embann | Andoain |
Bro orin | Euskal Herria, Spagn |
Yezh an oberenn pe an anv | euskareg |
Stumm ar gazetenn | broadsheet |
Prizioù resevet | Light Award |
Lec'hienn ofisiel | http://www.berria.eus |
Aotre-implijout | Creative Commons Attribution-ShareAlike 4.0 International |
Savet e voe e 2003 da gemer lec'h ar pemdezieg Egunkaria, a oa bet serret gant gouarnamant Spagn war-zigarez ma en dije bet liammoù gant an emsav armet ETA.
Bemdez e vez embannet, nemet d'al Lun abaoe an 21 a viz Mezheven 2003.
En Andoain, e Gipuzkoa, emañ burev-kreiz ar gazetenn. Burevioù zo ivez e Gasteiz, Iruñea, Bilbo ha Baiona.