Budog (stumm kozh), pe Beuzeg, a zo anv daou sant brezhon.

Beuzeg
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Deiziad ganedigezh5. century Kemmañ
Lec'h ganedigezhIwerzhon Kemmañ
Deiziad ar marv6. century Kemmañ
Lec'h ar marvAbbatiale Saint-Magloire de Léhon Kemmañ
Micherbeleg Kemmañ
Kargabad Kemmañ
Stad ar c'hanonizasionsant Kemmañ
Gouel9 Kerzu Kemmañ
Tachenn ar sant pe douePlymouth Kemmañ

Vvet kantved

kemmañ

Beuzeg a oa ur manac'h deuet eus Kembre da Vreizh e dibenn ar Vvet kantved, da-heul Maodez. En em staliet e oant en enezeg Briad. Maodez a oa en Enez Maodez, ha Beuzeg en devoa savet ur manati nepell, en enez Lavred, ar manati kentañ e Breizh Izel, hervez Buhez ar Sent.

E-touez diskibion Beuzeg e oa ar sent Fragan ha Gwenole, a voe kenteliet gantañ, adalek e vugaleaj. Adalek e 7 vloaz betek e vloaz warn-ugent e ije bet chomet Gwenole gantañ.

Anavet eo dre ziv zanevell buhez (pe Vita) :

Hervez Kronikenn Dol, e dibenn an XIvet kantved, e oa bet lakaet da eskob Dol e-lec'h Maglor, a oa bet anvet war-lerc'h Samzun. Met n'hall ket bezañ ha meskaj zo moarvat gant ur Beuzeg all.


Sant paeron

kemmañ

Sant paeron meur a barrez eo:

Gourdisten, a skrive kement-man diwar e benn : "Beuzeg a oa ur servijer heñvel ouzh un ael, pinvidik-meurbet a skiant, eeun-dispar, kemeret gant an holl evit un hent meur war-du ar feiz hag unan eus pileroù galloudusañ an Iliz".

Buhez ar Sent

kemmañ

Lidet eo Beuzeg d'an 9 viz Kerzu. hervez Buhez ar Sent eo daou sant Beuzeg a zo:

  • hini ar Vvet kantved, diskibl Maodez
  • hini ar VIvet kantved, eskob Dol war-lerc'h Magloar, adalek 570 betek 600.