Beuzeg-Konk

kumun Penn-ar-Bed

Beuzeg-Konk a oa ur gumun e Penn-ar-Bed gwechall hag ul lodenn eus Konk-Kerne eo bremañ.

Beuzeg-Konk
neighborhood
Anv ofisielBeuzec-Conq Kemmañ
Diellaouet gantdielloù-departamant Penn-ar-Bed Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadPenn-ar-Bed Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00, UTC+02:00 Kemmañ
Daveennoù douaroniel47°53′20″N 3°54′7″W Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantmaer Beuzeg-Konk Kemmañ
Bet erlec'hiet gantKonk-Kerne Kemmañ
Deiziad divodañ19 Gwe 1945 Kemmañ
Map

Douaroniezh

kemmañ
  • Erwan Vallerie ː Buduc, XIvet; Beuzec Conc, 1325; Buezec Concq, 1368; Beuzec Concq 1516; Beuzec Conq, 1536; S. Busec, 1636

Ardamezioù

kemmañ

Ur barrez vras e oa Beuzeg er Grennamzer, anvet diwar anv sant Budog, enoret en iliz-parrez. Dre ma oa enni un enezennig anvet Konk, e voe anvet Beuzeg-Konk, adalek an Xvet kantved, da lakaat kemm etrezi hag ar parrezioù all eus eskopti Kerne a oa anvet Beuzeg ivez.

Adalek an XIIIvet kantved e teuas Konk (Konk-Kerne) da vezañ ur porzh bras hag ur gêr vras, gant mogerioù-difenn en-dro dezhi. Un drev eus Beuzeg-Konk e oa koulskoude, ha ne zeuas da vezañ ur barrez distag nemet goude an Dispac'h gall, e 1801. E 1793 e oa bet krouet div gumun distag, Beuzeg-Konk ha Konk-Kerne.

Brezelioù

kemmañ
  • Mervel a reas 184 gwaz abalamour d'ar brezel, eleze 3,94% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
  • Mervel a reas seitek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[3].

Brezelioù didrevadennañ

kemmañ
  • E 1945 e voe staget kumun Beuzeg-Konk ouzh kumun Konk-Kerne.

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
 
Iliz-parrez Beuzeg-Konk
  • Iliz katolik Sant Budog, pe Beuzeg.
  • Maner Kerioled
  • Maner Stang-Bihan
  • Maner Lesnevar
  • Maner Forestig

Brezhoneg

kemmañ

Armerzh

kemmañ

Emdroadur ar boblañs

kemmañ
  • 1000 annezad e 1779
  • 2165 annezad e 1878

Melestradurezh

kemmañ

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ
  Le Baillif,

aotrounez Sant-Varzhin

En argant e wezenn-balmez diframmet en geot, e frouezh en aour

Un den eus ar familh se a zo bet fuzuilhet goude an dilestradeg Kiberen, e 1795

Gevelliñ

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Pennad kar

kemmañ

Konk-Kerne

Levrlennadur

kemmañ
  • Adolphe Joanne ː Département du Finistère. Hachette. 1878
  • Jean-Baptiste Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne. 1780
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 50 ha 51
  2. Memorial Genweb
  3. Memorial Genweb
  4. Fichenn hiniennel - Memorial Genweb