Lanv du ar Böhlen

(Adkaset eus Boehlen)

Ar Böhlen a oa un eoullestr eus Alamagn ar Reter hag a reas peñse d'ar 14 a viz Here 1976 a-vaez da Enez Sun. Diwar ar 36 den a oa e bourzh n'eus nemet 11 a zo bet savetaet. Ar 25 all a voe beuzet. An 9 900 tonenn eoul-maen diaoz a oa el lestr a grogas da saotrañ aodoù Penn-ar-Bed tamm-ha-tamm. Ar prefed a zivizas eta lakaat sunañ an eoul-maen a chome er vag, ar pezh a voe graet etre miz C'hwevrer ha miz Eost 1977. Daou splujer a varvas e-kerzh al labourioù sunañ avat. Pa ouzhpenner d'ar gont trist-se marv ur soudard yaouank beuzet pa oa o naetaat un draezhenn e tegouezher d'ur sammad a 28 den marv liammet ouzh peñse ar Böhlen. Un dra heverk all : un 50 den dilabour bennak a voe gopret evit sikour ar soudarded da naetaat an traezhennoù saotret.

An eoullestr Böhlen e Rostock

Liammoù diavaez

kemmañ

Gwelet ivez

kemmañ


Lanvioù du e Breizh
Torrey Canyon | Olympic Bravery | Böhlen | Columbus Noumea | Amoco Cadiz |Sea Valiant | Gino | Tanio | Brea | Amazzone | Erika | Ievoli Sun
  Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor.