Bouches-du-Weser
Bouches-du-Weser (en alamaneg: Wesermündungen) zo anv unan eus an 13 departamant gall a voe krouet en Alamagn d'ar 1añ a viz Genver 1811, pa voe staget ouzh Bro-C'hall al lodenn-se eus ar vro, en amzer an Impalaeriezh c'hall kentañ, a badas betek 1815.
Bremen a oa ar pennlec'h.
Savidigezh
kemmañDont a ra e anv eus ar stêr Weser. Krouet e voe an departamant war douaroù kêr zieub Bremen, dugelezh Oldenburg, ha Rouantelezh Hannover.
Evezhiadenn
kemmañHervez anv an departamant e komprener e oa gourel anv ar stêr e galleg d'ar re a savas an anv-se. Koulskoude, evel en alamaneg (die Weser), eo gwregel anv ar stêr er yezh-se.
Arondisamantoù ha kantonioù
kemmañ- Bremen, kantonioù: Achim, Bremen, Lilienthal, Ottersberg, Rotenburg, Syke, Thedinghausen ha Verden.
- Bremerlehe, kantonioù: Beverstedt, Bremerlehe, Dorum, Hagen im Bremischen, Osterholz ha Vegesack.
- Nienburg, kantonioù: Bassum, Bruchhausen, Hoya, Liebenau, Nienburg, Rethem, Stolzenau, Sulingen ha Walsrode.
- Oldenburg, kantonioù: Berne, Burhave, Delmenhorst, Elsfleth, Hatten, Oldenburg, Ovelgönne, Rastede, Varel ha Westerstede.
War-lerc'h ma voe faezhet Napoleon e 1814, e voe rannet an departamant etre Rouantelezh Hanover, dugelezh Oldenburg ha kêr zieub Bremen.