Branta hutchinsii
| |||
---|---|---|---|
Branta hutchinsii.
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Anseriformes | ||
Kerentiad : | Anatidae | ||
Genad : | Branta | ||
Anv skiantel | |||
Branta hutchinsii (Richardson, 1832) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Branta hutchinsii[1] a zo ur spesad evned palvezek eus ar c'herentiad Anatidae.
Anvet e voe Anser Hutchinsii (kentanv) da gentañ-penn (e 1832) gant an naturour skosat John Richardson (1787-1865) : dougen a ra anv an naturour breizhveuriat Thomas Hutchins (1730-1790).
Doareoù pennañ
kemmañ
Boued
kemmañBevañ a ra diwar blant dreist-holl ; debriñ a ra amprevaned, blotviled ha kresteneged ivez avat.
Annez hag isspesadoù
kemmañAr spesad a gaver ar pevar[2] isspesad anezhañ[3] :
- Branta hutchinsii hutchinsii, o neizhañ e hanternoz-pellañ Kanada ; o c'hoañviñ e kreisteiz-kreiz Stadoù-Unanet Amerika (eus New Mexico da Louisiana, ral a-wech er reter da New York) ha biz Mec'hiko,
- Branta hutchinsii leucopareia, o neizhañ a-dachadoù en Inizi an Aleouted ha Semidi, Alaska ; o c'hoañviñ en Oregon, Kalifornia,
- Branta hutchinsii minima, o neizhañ war aodoù kornôg Alaska ; o c'hoañviñ e Kalifornia,
- Branta hutchinsii taverneri, o neizhañ eus kreiz Alaska da zelta ar stêr Mackenzie ; o c'hoañviñ e Mec'hico.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
- ↑ Aet eo da get an isspesad Branta hutchinsii asiatica.
- ↑ Branta hutchinsii war al lec'hienn Avibase.