Bro Kalanel a zo un terouer dañs war harzoù ha Kernev ha Treger.

Bro Kalanel e Norzh Bro-Gerne ha Su Bro-Dreger.

Tachenn

kemmañ

En em ledañ a ra war 5 kumun : Kalanel, Plourac'h ha Pluskelleg evit al lodenn a Gernev, Ar Chapel-Nevez ha Lohueg evit al lodenn a Dreger[1]. Kalanel hag he c'humunioù amezek eo ar c'humunioù-se. En Atlas Breizh, koulskoude, n’eo nemet ar c'humunioù a Gernev, Kallag en o zouez ouzhpenn, a ya d’ober ar vroig[2].

Ur stumm eus an dañs-tro, anvet bremañ gavotenn Kalanel, eo an dañs a zeu eus bro Kalanel.

Banniel

kemmañ
 
Banniel anofisiel.

N'eus banniel ofisiel ebet evit Bro Kalanel, koulskoude eo bet kinniget unan gant Mikael Bodlore-Penlaez bet savet diwar ardamezioù kêr Kalanel. Ne reer ket kalz gantañ avat.

Notennoù

kemmañ
  1. Guilcher J.-M. (1963). La tradition populaire de danse en Basse-Bretagne. Mouton & Co. P. 194.
  2. Bodlore-Penlaez M., Kervella D. (2011), Atlas de Bretagne – Atlas Breizh : géographie, culture, histoire, démographie, économie, territoires de vie des Bretons. Speied : Coop Breizh.