Brooke Knapp
Nancy Brooke Knapp (bet ganet e 1940) zo un nijerez, ur gouraterez tiez hag un embregourez stadunanat a stalias pe a bilas tremen 100 rekord ar bed a-fed tizh, en o zouez an tizh brasañ tro-dro d'ar bed en un nijerez dre zazloc'h nannsoudard, en ur leviañ ur G-1159A Gulfstream III.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | Brooke |
Anv-familh | Knapp |
Deiziad ganedigezh | 1940 |
Micher | nijer karr-nij |
Bet war ar studi e | University of California, Los Angeles |
Prizioù resevet | Harmon Trophy |
Buhez
kemmañE 1958 e voe diplomet Nancy Brooke gant ar Winter Haven High School e Florida ; goude-se e voe diplomet gant ar brasañ enor (summa cum laude) gant Skol-veur Kalifornia e Los Angeles.
Spontet e veze gant ar beajoù dre garr-nij betek he dimez gant Charlie Knapp, a roas kentelioù leviañ dezhi. Adalek 1983 e pilas meur a rekord tizh[1]
E 1984 ec'h aozas Nancy Brooke Knapp The Flight for World's Children, "an nijadenn evit bugale ar bed" : leviañ a eure a-dreuz Republik Pobl Sina hag an Unaniezh Soviedel, ma tegasas lizheroù a beoc'h hag a vignoniezh bet skrivet gant bugale stadunat evit bugale er bed a-bezh ; dre-se e tastumas tost da ur milion a zollaroù evit UNICEF.
Tri garedon a voe deroet dezhi goude-se : ar Federal Aviation Award for Extraordinary Service digant gouarnamant SUA, an Harmon Trophy digant an National Aeronautic Association e Washington, D.C., hag an Diplom Paul Tissandier digant ar Fédération Aéronautique Internationale.
Levrlennadur
kemmañ- (en) Carroll V. Glines : Round-the-World Flights, PotomacBooks, 2003, pp. 192–194 (ISBN 1-57488-448-4)