Ar Browning M1900, anavezet er bloavezhioù 1900 dindan an anv pistolenn Browning en Europa, zo ur bistolenn damaotomatek ijinet e dibenn ar bloavezhioù 1890 gant John Browning ha produet etre 1900 ha 1911 gant an embregerezh belgiat FN Herstal.

Browning M1900
Skeudenn ar pennad Browning M1900

Ur bistolenn Browning Model 1900
Kinnig
Bro Banniel Belgia Belgia
Mont en-dro Pistolenn damaotomatek, un-ober
Munisionoù .32 ACP
Ijiner John Browning
Bloavezh krouidigezh 1896
Produer FN Herstal
Mare produiñ 1900 - 1911
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 625 g
Hirder 162 mm
Hirder ar c'hanol 102 mm
Perzhioù all
Tizh mont e-maez ar boledoù 290 m/s
Endalc'h Karger fiñv 7 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Deskrivadur

kemmañ

Ar bistolenn damaotomatek kentañ savet gant John Browning e oa[1]. Un dispac'h e voe ar Model 1900. Ur stumm modern a zegase, ha-hi disheñvel diouzh an nebeud pistolennoù kinniget betek-neuze evel ar Borchardt C93 pe ar Mauser C96. He zresoù a awenas ar braz eus ar pistolennoù war-lerc'h[1]. Ur c'hammed teknikel a-bouez e oa ivez he sistem amprest gazoù evit lakaat ar c'hartouchennoù da vezañ kambret goude pep tenn[2]. Kambret e oa e .32 ACP, ur munision savet gant Browning e-unan.

Berzh a reas ar Model 1900, ha tro 700.000 skouerenn anezhi a voe produet etre 1900 ha 1911[3]. Abalamour dezhi e teuas ar ger Browning da vezañ ur gourzhanvad evit envel forzh peseurt pistolenn e Europa e deroù an XXvet kantved. Ar Model 1900 a voe diazez kentañ ar Colt M1911, a zo gwelet evel unan eus ar pistolennoù gwellañ en Istor.

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (en) POPENKER Maxim, FN Browning M1900, Modern Firearms (lennet d'ar 15/10/2024)
  2. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 72
  3. (fr) ROB Houston, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 167
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan