Ar C'hoarioù europat a zo ur genstrivadeg liessport, aozet gant Poellgor Olimpek Europa, hag a vez dalc'het bep pevar bloaz en ul lec'h disheñvel.

C'hoarvezout a raio ar c'hentañ dalc'h anezhi e Bakou, kêr-benn Azerbaidjan, adalek an 12 betek an 28 a viz Mezheven 2015, gant atletourien o tont eus hanter-kant bro. Sed amañ da-heul an diskiblezhioù kinniget :

  1. atleterezh,
  2. badminton,
  3. basketball (tri ouzh tri),
  4. BMX
  5. boks,
  6. gouren,
  7. gwaregata,
  8. iskrim,
  9. jiminas,
  10. judo,
  11. kanoe-kaiak (redadeg a-renk),
  12. karate,
  13. korolladeg-dour,
  14. marc'h-houarn Treuz Bro (MTB),
  15. marc'hhouarnerezh war an hent,
  16. mell-droad (war draezh),
  17. neuial,
  18. sambo,
  19. splujañ,
  20. tennis-taol,
  21. taekwondo,
  22. tennañ
  23. trampolin,
  24. triatlon,
  25. volley-ball,
  26. volley-ball (war draezh),
  27. water-polo.

Liamm diavaez

kemmañ