Candelaria
anv merc’hed
Candelaria zo un anv-badez spagnolek roet d'ar merc'hed, hag a dalv kement ha Chandelour. Un anv-lec'h eo ivez.
Orin
kemmañEus anv Itron Varia ar Gouloù (Virgen de la Candelaria e spagnoleg) enoret e Tenerife, en Inizi Kanariez, e teu an anv. Eus ar ger latin candela (kantol) e teu ar ger candelaria.
Stank eo an anvioù deuet eus anvioù lec'hel ar Werc'hez Vari e Spagn pe Bortugal:
Gouel
kemmañD'an 2 a viz C'hwevrer e vez lidet Gouel Maria ar Gouloù er broioù katolik, anvet ar Virgen de la Candelaria er broioù spagnolek, da lavarout eo Itron Varia ar Gouloù.
Berrstummoù
kemmañ- "Calala", "Cañi".
Tud
kemmañ- Candelaria Molfese, aktourez ha korollerez arc'hantinat
Lec'hioù
kemmañ- Candelaria, kumun e proviñs Santa Cruz de Tenerife, e Kanariez
- Isla Candelaria, anv spagnolek an eneze anvet Candlemas Island e saozneg.