Caterina Visconti (1360-1404)
Caterina Visconti (Milano 1362[1]-1404 Monza), a oa ur briñsez italian eus an tiegezh Visconti hag a renas e kêr vMilano adalek 1277 betek 1447.
Merc'h e oa da Bernabò Visconti, ha da Beatrice della Scala. Dimezet e voe d'he c'henderv Gian Galeazzo Visconti (1351-1402), kentañ dug Milano, intañv goude marv e bried kentañ. He daou vab Gian Maria Visconti ha Filippo Maria Visconti, a voe duged an eil war-lerc'h egile goude marv o zad.
Rejantez Milano e voe goude marv he fried, eus 1402 da 1404, evit he mab Gian Maria Visconti (1388-1412). Nemet Gian Maria a grede e trubarderezh e vamm, lakaet en e spered gant ar c'h-condottiero Facino Cane, ha bac'hañ a reas anezhi e kastell Monza, ma voe kontammet e 1404.
He mibien
kemmañTri bugel he doa bet gant Gian Galeazzo
- ur verc'h e 1385, marvet dindan miz;
- Gian Maria Visconti, ganet en 1388, muntret e 1412; eil dug Milano; **dimezet da Antonia Malatesta, marvet divugel.
- Filippo Maria Visconti, ganet en 1392, marvet e 1447; trede dug Milano;
- dimezet da Beatrice di Tenda, intañvez Facino Cane. Bugel ebet n'o doe, ha tamall a reas he fried dezhi bezañ avoultr, ma voe dibennet;
- gant e serc'h Agnese del Maino en doe ur verc'h, Bianca Maria Visconti, a renas evel Dugez Milano.
Notennoù
kemmañ- ↑ Bloavezh diasur. Etre 1360 ha 1362.