Chapel Skolaj Sant-Jozef Lannuon

Chapel Skolaj Sant-Jozef Lannuon a vez gwelet eo evel unan eus oberennoù heverkañ luskad ar Seiz Breur.

Istor ha deskrivadur kemmañ

Bihan e oa deuet da vezañ chapel ar skolaj er bloavezhioù 1930. Divizet e oa bet sevel unan all ha fiziet al labour e James Bouillé, ti-savour staliet e Perroz-Gireg, ezel eus Unvaniez ar Seiz Breur ha krouer ar Stal-labour Breizhat a Arz Kristen gant Langleiz (Atelier Breton d'Art Chrétien) e 1929. Gellout a reas labourat kalz dieupoc'h eget en un iliz parrez hep bec'h soñjoù an dud...

Ur c'hempennadur hollek e oa ar raktres. Enframmet dreist eo ar Chapel en hec'h endro ha graet en deus James Bouillé war-dro pep lodenn eus ar c'hinkladurioù diabarzh. Gouzout a reas Xavier de Langlais lakaat e livadurioù da glotañ gant uhelvennad James Bouillé.

Adal an diavaez hag ar porched e verzer pegen kempouez eo ar savadur. En diabarzh e vezer bamet dirak skañvded hag uhelded ar volz, stumm un hirgelc'h ganti. Heverk eo al livioù laouen ivez.

Gouezet en deus James Bouillé ober gant teknikoù modernañ ar mare (betoñs houarnet, mailhoù simant evit ar gwer-livet...). Savet eo bet ar c'hloc'hti war gostez ar c'horf-iliz. Bez' ez eus ur c'hev-iliz, un orator hag ur sal emvod dindan ar chapel. Kavout a reer er chapel un ograou gant treuzkasadur tredan bet ijinet gant un oberour a Naoned, Gloton.

Lakaet en doa James Bouillé artizaned eus ar vro da labourat : Tregeriz evel-just (Kerambrun evit ar mañsonerezh, Le Merer evit an ebenouriezh, Le Bozec evit ar c'hizellerezh, Garnuzel ha Lemercier evit an houarnerezh), met Roazhoniz ivez (ar vreudeur Rault evit ar gwer-livet) hag un Naonedad evit an ograou...

Livadurioù Xavier de Langlais a zo un abeg ouzhpenn evit gweladenniñ ar chapel. Ur murlivadur gant livioù pastel a glink ar penn-chantele : bugale ha skouted oc'h enoriñ an Tiegezh Santel. Dibar eo Hent ar Groaz, un eoullivadur war lien peget ekspresionour-kenañ.

Enskrivet eo ar chapel war Renabl ar savadurioù istorel hep bezañ rummet. Prevez e chom ha diaes eo arc'hantaouiñ al labourioù kempenn a vefe ret ober.

Liammoù diavaez kemmañ

Pennad kar kemmañ

Mammennoù kemmañ