Charlotte Slottsberg

Charlotte Slottsberg, pe Gustava Charlotta Slottsberg, ganet e Stockholm e 1760 ha marvet eno ivez e 1800, a oa ur gorollerez svedat, en un amzer ma oa tost an holl gorollerezed a live uhel o tont eus Bro-C'hall pe Italia, evel Ninon Dubois le Clerc ha Giovanna Bassi.

Charlotte Slottsberg.

He buhez

kemmañ

Ganet e oa Charlotte Slottsberg en un tiegezh paour, merc'h da Andreas Slottsberg, oberour perukennoù, ha da Lovisa Charlotta Schumbardt, korollerez. Pa oa bugel e tañse gant kompagnunezhioù bihan war leurennoù bihan en-dro da gêr Stockholm, war un dro gant he mamm hag he div voereb korollerezed.

Goude-se e voe kelennet e bagad ar c'horollerezed gall Du Londel e lez ar rouanez Lovisa Ulrika. E miz Here 1771 e kaver roud eus he mamm, "Madame Slottsberg", hag eus an div voereb, evel implijadezed e kompagnunezh barrez Bollhuset.

E 1773, da 13 vloaz, e kavas fret e C'hoarigan Roueel Sveden en Bollhuset evel eil korollerez.

Koroll a reas e Kompagnunez Barrez Sveden. Eus 1777 da 1797 e voe serc'h da zug Sudermanie, a voe lakaet da roue hag anvet Karl XIII en 1796.

Pa voe staget Magdalena Rudenschöld (1794) ouzh post ar vezh, tamallet dezhi bout trubarderez, e voe kontet e oa tud en engroez o lavarout eo Charlotte Slottsberg an hini a ranke bezañ war ar chalfod e-lec'h Rudenschöld, hag arsailhet e voe he c'harroñs.

Levrlennadur

kemmañ

E svedeg

Pennadoù kar

kemmañ