Chelycypraea testudinaria
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor skantennoù baot
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Chelycypraea | ||
Anv skiantel | |||
Chelycypraea testudinaria (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Chelycypraea testudinaria a zo ar spesad nemetañ eus genad Chelycypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin divoutin an hini eo e touesk ar re vrasañ.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 dindan an anv genad Cypraea[2].
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Chelycypraea testudinaria o vezañ implijet un tamm muioc'h eget egile :
- Cypraea testudinaria hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Callistocypraea testudinaria anv aet da get.
Bevoniezh
kemmañKregin brav eo an Chelycypraea testudinaria. Kavet e vezont etre live an izel mor ha nebeut metroù donder e mougev korailh.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin a zo etre 88 ha 120 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 68 mm gour, pe ramz, betek 150 mm pe un tamm muioc'h.
Gwelout ivez
kemmañErronea bregeriana, ur spesad kalz bihanoc'h gant pikoù gwenn damheñvel ouzh ar c'hregin.
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo er meurvorioù Indez hag Habask. Ne seblant ket bezañ kavet er Mor Ruz nag e kornôg Aostralia.
Skeudennoù
kemmañ-
Kostez ha penn kregin Chelycypraea testudinaria
-
Kostez Chelycypraea testudinaria
-
Kein Chelycypraea testudinaria
-
Diaz Chelycypraea testudinaria
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 04 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530892 (en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)