Chouans ! (Chouaned ! pe Chouanted ! e brezhoneg) zo ur film gall, sevenet gant ar filmaozour gall Philippe de Broca e 1987.

Fichenn deknikel kemmañ

An danvez kemmañ

Un den madelezhus eo an aotrou kont Savinien a Gerfadeg : e-unan-penn en deus desavet e vab Aurèle ha degemeret Céline ha Tarquin (hag hemañ tec'het kuit eus ar c'hloerdi). Emañ o chom en ur c'hastell e Breizh e-lec'h ma klask sevel nijerezioù, diseblant a-walc'h ouzh darvoudoù an Dispac'h Gall en-dro dezhañ, darvoudoù a gemer perzh an daou amourouz Céline ha Tarquin enne. Goude mont da Amerika en harlu e tistro Aurèle e Breizh d'an ampoent ma tarzh ar brezel diabarzh etre ar republikaned hag ar roueelourien. Aurèle, ha n'eo ket evit gouzañv an darempredoù tost etre Céline ha Tarquin, a gemer penn ar Chouaned. Gwelet a ra Kerfadeg e vugale oc'h en em zebriñ : saveteiñ a ra Aurèle eus ar c'hilhotin ha, gantañ, e tieub Céline a-raok dezhi bezañ kaset d'ar marv goude lazhañ Tarquin. Aberzhiñ e vuhez a ra Kerfadeg evit salvidigezh an daou zen yaouank a dec'h kuit war unan eus nijerezioù ar c'hont.

Roll ar gomedianed pennañ kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ