Chris Kyle
Christopher Scott Kyle, anvet boas Chris Kyle, ganet d'an 8 a viz Ebrel 1974 en Odessa (Texas) ha marvet d'an 2 a viz C'hwevrer 2013 e kontelezh Erath (Texas), a oa un ofiser stadunanat, ezel eus an Navy SEALs. Brudet eo evit bezañ ar sniper dezhañ an niver uhelañ a dud lazhet e istor ar Stadoù-Unanet.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Lealded | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Chris Kyle |
Anv ganedigezh | Christopher Scott Kyle |
Anv-bihan | Chris, Christopher, Scott |
Anv-familh | Kyle |
Moranv | The Devil of Ramadi |
Deiziad ganedigezh | 8 Ebr 1974 |
Lec'h ganedigezh | Odessa |
Deiziad ar marv | 2 C'hwe 2013 |
Lec'h ar marv | Erath County |
Doare mervel | muntr |
Abeg ar marv | gloaz dre arm-tan |
Lec'h douaridigezh | Texas State Cemetery |
Tad | Wayne Kyle |
Mamm | Deby Kyle |
Breur pe c'hoar | Jeff Kyle |
Pried | Taya Kyle |
Yezhoù komzet pe skrivet | English and Welsh, saozneg |
Micher | United States Navy SEALs, autobiographer, Sniper, den a aferioù |
Bet war ar studi e | Tarleton State University |
Deroù ar prantad labour | 1999 |
Grad milourel | Chief Petty Officer |
Brezel | 2003 invasion of Iraq |
Skour lu | United States Navy |
Prizioù resevet | Bronze Star Medal, Purple Heart, Silver Star |
Buhezskrid
kemmañMab ur c'helenner hag un diagon e oa Chris Kyle. Kas a reas e vugaleaj en Texas, e-lec'h ma teskas chaseal ha tennañ gant e fuzuilh .30-06 kentañ, bet profet dezhañ pa oa 8 vloaz[1]. Rollañ a reas en US Navy e 1998 evit bezañ ezel eus an Navy SEALs. Eno e tiskouezas bezañ ampart war an tennañ a-bell ha dont a reas da vezañ sniper. Adalek 2003 e voe kaset peder gwech da gemer perzh er brezel en Irak, e-lec'h ma lazhas 160[2][3] pe 255 den[4][5], ar pezh a lakaas anezhañ da vezañ ar sniper dezhañ ar brasañ niver a lazhadennoù e istor arme ar Stadoù-Unanet. E 2008 e lazhas da ouzhpenn 1 900 metr un enebour irakat gant ur fuzuilh-resisted kambret e .338 Lapua Magnum[1]. Eno e voe lesanvet Al-Shaitan Ramadi (Diaoul Ramadi) gant Irakiz, a brofas arc'hant da neb a vije bet gouest da lazhañ anezhañ. Gant e genseurted eus an Navy SEALs e voe lesanvet The Legend (Ar Vojenn)[5].
E 2009 e kuitaas an arme. Lazhet e voe d'an 2 a viz C'hwevrer 2013 e stand tennañ Rough Creek Lodge (Texas) gant Eddie Ray Routh, un ez-soudard a oa paket gant strafuilhoù spered stag ouzh e vicher gozh. Kyle a glaske sikour soudarded all da vont dreist o foanioù dre ar sportoù tennañ[3].
Sell ouzh e vicher ha plas er gevredigezh stadunanat
kemmañEn e eñvorennoù en doa embannet e oa «gouez» e enebourien ha n'en doa ket bet tamm keuz o vezañ lazhet tud[1], memes pa oa ur vamm he merc'h ganti etre he divrec'h. Gwelet e vez evel un haroz gant Stadunaniz zo, en desped d'an niver a dud lazhet gantañ. Kemeret en doa perzh e Stars Earn Stripes (2012), un abadenn tele-gwirvoud e-lec'h ma veze enbarzhet tud vrudet en un endro brezel faos. Un 850 000 skouerenn bennak eus e emvuhezskrid American Sniper a oa bet gwerzhet er Stadoù-Unanet bloaz goude e embannadur kentañ e 2012[3].
Er sevenadur
kemmañ- American Sniper (en), e emvuhezskrid, bet embannet e 2012 ;
- Ar film American Sniper, sevenet e 2014 gant Clint Eastwood, zo diazezet war vuhez Chris Kyle ;
- Er bannoù-treset L'Homme qui tua Chris Kyle (fr) (gant Fabien Nury ha Brüno) e klasker kompren perak e oa bet lazhet Chris Kyle gant Eddie Ray Routh, ha perak e vez gwelet Kyle evel un haroz, en ur vont donoc'h war plas an armoù-tan er Stadoù-Unanet ha pouez ar virourien eno.
Daveennoù
kemmañ- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 (en) BUISO Gary, Meet the big shot, war lec'hienn an New York Post, 01/01/2012 (lennet d'an 22/07/2024)
- ↑ Anavezet en ur mod ofisiel gant an arme.
- ↑ 3,0 3,1 ha3,2 (fr) Chris Kyle, meilleur sniper de l'armée américaine, war L'Effet Papillon, Canal+, 13/02/2015 (gwelet d'an 22/07/2024)
- ↑ Sifr embannet gant Chris Kyle e-unan.
- ↑ 5,0 ha5,1 (en) ZENNIE Michael, 255 confirmed kills: Meet Navy SEAL Chris Kyle... the deadliest sniper in US history, war lec'hienn an Daily Mail, 03/01/2012 (lennet d'an 22/07/2024)