Christian Charles Philip Bale, ganet d'an 30 a viz Genver 1974 e Hwlffordd, zo un aktour saoz.

Christian Bale
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet, Stadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denChristian Bale Kemmañ
Anv ganedigezhChristian Charles Philip Bale Kemmañ
Anv-bihanChristian, Charles, Philip Kemmañ
Anv-familhBale Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Gen 1974 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHwlffordd Kemmañ
TadDavid Bale Kemmañ
MammJenny James Kemmañ
LeztudGloria Steinem Kemmañ
PriedSandra Blažić Kemmañ
BugelLuka Bale, Rex Bale Kemmañ
Yezh vammsaozneg Breizh-Veur Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg, saozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Bet war ar studi eBournemouth School Kemmañ
Lec'h annezSanta Monica Kemmañ
Lec'h labourRouantelezh-Unanet Kemmañ
Deroù ar prantad labour1983 Kemmañ
FilmographyChristian Bale filmography Kemmañ
Prizioù resevetAcademy Award for Best Supporting Actor, Broadcast Film Critics Association Award for Best Actor in a Comedy, Sitges Film Festival Best Actor award Kemmañ
Bet kinniget evitAcademy Award for Best Actor, Academy Award for Best Supporting Actor, Academy Award for Best Supporting Actor, Jameson People's Choice Award for Best Actor, Academy Award for Best Actor Kemmañ
Facial hairVan Dyke beard Kemmañ

Brudet eo dre ma c'hell c'hoari rolloù disheñvel-tre ha da gemm tres e gorf hervez ar roll a vo ret c'hoari. Enoret eo bet meur a wech, gant un Academy Award ha daou Golden Globe Awards. Ar gelaouenn Forbes en doa lakaet anezhañ e renkadur an aktourien paeet ar muiañ e 2014.

Ganet eo e Kembre da dud eus Bro-Saoz. D'e 13 vloaz e krogas da vat da vezañ un aktour brudet pa oa bet o c'hoari er film brezel gant Steven Spielberg anvet Empire of the Sun embannet e 1987.

Goude-se en doa kendalc'het gant rolloù penn pe rolloù a-eil e-pad 10 vloaz, ar roll diazez o vezañ al lazher a-steudad (serial killer) Patrick Bateman er film du ha fent stadunanat American Psycho (2000) hag evel ar roll pennañ er film psikologel The Machinist (2004).

E 2005 e oa bet o c'hoari an dreist-haroz Batman e Batman Begins hag en-dro e The Dark Knight (2008) ha The Dark Knight Rises (2012). Gwelet mat e oa bet e zoare da c'hoari an dudenn en trifezh, hag a zo chomet unan eus ar re o rastellañ ar muiañ a arc'hant en istor ar sinema.

Buhez personel kemmañ

Bale a zo bet o vevañ e Los Angeles abaoe ar bloavezhioù 1990. Ar vroadelouriezh stadunanat en deus. Bale a zo dimezet gant Sandra "Sibi" Blažić, un top model, e Las Vegas d'an 29 a viz Genver 2000. Ar c'houblad en deus bet ur verc'h hag ur mab. E 2000, Bale a zo deuet da vezañ mab-kaer ar benelourezh Gloria Steinem goude ma vije dimezet hi gant e dad. Tad Christian Bale a zo marvet e 2003 gant ur c'hrign-bev lymphoma.

Liammoù diavaez kemmañ