Claire
anv merc’hed
Claire pe Clair zo un anv-badez gallek roet d'ar merc'hed, hag un anv-badez saoznek roet d'ar baotred. Roet e vez d'ar merc'hed e saozneg ivez bremañ abaoe m'eo bet war ar c'hiz gant ar Vreizhveuriz er bloavezhioù 1970 ha 1980.
Gerdarzh
kemmañDeuet eus an anv-gwan latin clarus, clara, clarum, "sklaer".
Stummoù all
kemmañ- adstummoù : Clarisse, Clairette.
- anvioù kevrennek: Anne-Claire, Marie-Claire
Yezhoù all
kemmañ- Chiara ha Clarice, en italianeg.
- Clara e spagnoleg.
- Clare e saozneg.
- Klara en alamaneg ha brezhoneg.
- Kler e brezhoneg.
E brezhoneg
kemmañ- Klara eo an anv meneget e Buhez ar Sent, e 1912[1] evit ar santez italian Chiara d'Assisi. D'an 12 a viz Eost eo lakaet, daoust ma oa marvet ar santez d'an 11 a viz Eost.
- E Geriadur Vallée e kaver, er pennad "clair": Sklaer, Sklaera, Yuna(ñ).
- Sklêrijenn, Sklaerenn, Sklaera pe c'hoazh Sklaerder eo ar stummoù brezhonek a gaver en deiziadurioù brezhonek, diazezet moarvat war levr Gwennole ar Menn, Grand choix de prénoms bretons, e 1995[2] ma n'eus meneg ebet ken eus an anv Klara.
- Sklaerder a gaver en anv Itron Varia ar Sklaerder, e Ploumanac'h, e Treger. N'eo ket anavezet evel anv-badez koulskoude.
- A-wechoù e vez kemmesket an anv gallek Claire ha hini ar santez vrezhon Klervi.
Tud
kemmañ- Claire Élisabeth de Vergennes (1780-1821), kontez c'hall ha skrivagnerez c'hallek.
- Claire Clémence Henriette Claudine de Maillé de La Tour-Landry (1796-1861), dugez c'hall, unan eus karantezioù Honoré de Balzac.
- Claire Bretécher (Naoned, 1940 - Pariz 2020), treserez vreizhat
- Claire Etcherelli, skrivagnerez c'hall
- Claire Vanhonnacker (Waregem, 1953 – Buggenhout, 1992), kanerez flandrezek
- Claire Holt (g. e 1988), aktourez aostralian
Lennegezh
kemmañ- Claire, romant gallek gant Jacques Chardonne en 1931.
Lec'hioù
kemmañ- Claire City, e SUA
- Sainte-Claire, e Kebek
Notennoù
kemmañ- ↑ Klara, e Buhez ar Sent, 1912, pajenn 573-574.
- ↑ Gwennole ar Menn (1995), Grand choix de prénoms bretons, Coop Breizh, ISBN 978-2-909924-01-4 (fr) ha deiziadurioù Diwan.